Attika

Eus Wikipedia
Periferia Attika hiziv: brasoc'h eo eget Attika istorel.

Attika (e gregach Ἀττική Attikē) eo anv ar vro en-dro da gêr Aten, kêr-benn Bro-C'hres. Hiziv eo ur periferia, pe ur rannvro, brasoc'h he led eget hini an Attika hengounel. Liammet eo istor Attika gant hini kêr Aten abaoe an henamzer glasel, ma oa hi unan eus ar c'herioù diorroetañ e kornôg ar bed.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul ledenez en em daol e Mor Egea eo Attika, disrannet diouzh rannvro Boiotia gant chadennig menezioù Kithairon ha bevennet er c'hornôg gant kêr Korinthos.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a boblad a veve en Attika en orin, a yeas da ober kêr Aten (a-drugarez da Dhezeüs hervez ar vojenn). Dont a reas da vezañ ur gêr rannet e dek demos hervez an dek meuriad. Manatioù bras a oa bet savet er rannvro.

Distreiñ a reas ar gêr-benn da Aten e 1834 war-lerc'h bezañ bet e Noplion e-pad pemp bloavezh da-heul dizalc'hded Hellaz e 1829 goude aloubadegoù an Durked.

Attikad, atikat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Attikad eo anv an den eus Attika[1].
  • Atikat eo ar pezh a zeu eus Attika[2]. Komz a reer eus listri atikat en hendraouriezh.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Geriadur Vallée, pajenn 45.
  2. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Palantines, 2012, p. 115.