Mont d’an endalc’had

Kithairon

Eus Wikipedia
Kartenn ma weler e men emañ ar menez Kithairon

Kithairon (henc'hresianeg : Κιθαιρών, Kithairōn, gresianeg a-vremañ : Κιθαιρώνας, Kitheronas) a zo ur menez e-kreiz Gres, etre Attika er c'hreisteiz, Boiotia en norzh, ha kêr Megara.

Brudet-tre eo e mojennoù Hellaz kozh en abeg d'ar Muzezed a lavared a oa o vevañ aze, hag en abeg da azeul Dionysos a yae di alies. E anv a voe roet d'ar menez diwar ur roue mojennel anvet Kithairon e Plataia.

C'hwezek kilometrad hirder zo d'an aradennad, ha pignat a ra betek 1 409 km en he barr. Meur a zarvoud a c'hoarvezhas eno hervez gwengelouriezh Hellaz. Skarzhet e voe Oidipoüs diwar ar menez ha troc'het Aktaion ha Pentheüs eno.

Er marevezh istorel e c'hoarvezas emgann Plataia e-harz ar menez er bloavezh 479 kent JK. Diwezhatoc'h e voe savet mogerioù-kreñv e Plataia hag Erythrai pa savas ar menez ur vevenn naturel en tabut a oa savet etre Aten ha Thebai.

Personelaat a rae pobl Plataia ar menez evel ur roue.

Emañ Kithairon en Elatias a-vremañ.