Nereüs

Herakles ha Nereüs. lestr atikat, Mirdi al Louvre.
Nereüs (henc'hresianeg : Νηρεύς) zo un doue kozh eus ar re goshañ e gwengelouriezh Hellaz. Den kozh ar mor a vez graet anezhañ ivez.
E anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E gregach e oa Νηρεύς, Nêreús, eus ar ger νέειν, néein, « neuial ».
Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pontos (al lanv) e oa e dad, ha Gaia (an douar) e vamm. Gwaz an Okeanidenn Doris e oa ha tad da ouzhpenn 50 Nereidenn. O chom emañ e goueled mor Egea. Hervez Hesiodos e oa ganet eus e dad, hep mamm. Gant Pindaros eo bet kanet e justis vadelezhus. Un doue fur ha diouganer eo. Kemer a ra ivez ar stumm a gar.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hesiodos, Theogonia, 233.
- Homeros, Odysseia
- Hyginus, Fabulae, 8
- Ovidius, Metamorfozoù, I, 185
- Vergilius, Georgica, IV, 392