Patrokles

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Un dresadenn war ur dasenn a ziskwel Akilles o lienañ brec'h Patrokles
Patrokles, livet gant Jacques-Louis David (1780)

Patrokles (e gregach Πάτροκλος / Pátroklos, pe Πατροκλῆς / Patroklễs, da lavaret eo « klod (κλέϝος) an tad (πατήρ) »), mab Menoitios a oa unan eus brezelourien Hellaz a gemeras perzh e brezel Troia a zo kontet en Ilias dreist-holl.

E vignon gwellañ e oa e genderv[1], Akilles, yaouankoc'h un tamm, ha gantañ eo ez eas d'ar brezel ; hervez lod all e oa e gariad.

A-raok ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa c'hoazh ur bugel anezhañ e lazhas e vignon, Kleitonymos, e-pad un tabut. Mont a reas e dad en harlu gantañ evit tec'hout rak veñjañs kerent Kleitonymos. Peleüs Fthia, ur c'har dezho, a roas bod dezhe. Eno e tegouezhas Patrokles gant mab Peleüs, Akilles, evit ar wezh kentañ. Kaset e voe ar baotred da C'hiron, roue fur an dud-varc'h, da vezañ maget ha desavet gantañ.


Ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a reas Nestor da lez Peleüs da duta, da gaout brezelourien evit ober brezel da Droia.



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kendirvi e oant dre an nimfenn Aigina
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ