Nestor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Nestor hag e vibien a ra un aberzh da Boseidon war traezhenn Pylos. Krater gant tresadennoù ruz, 400-380 kent J.-K. Livadenn gant liver Meleagros

Nestor (en henc'hresianeg Νέστωρ Néstôr) a oa mab yaouankañ Neleüs, roue Pylos, ha C'hloris. Anavezet eo dreist-holl abalamour d'e berzh e Brezel Troia hag e troioù Herakles.


E yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lazhet e voe e holl vreudeur gant Herakles hag eñ an hini nemetañ a chomas bev. Daou zoare disheñvel zo da zisplegañ perak ne voe ket lazhet hervez an hengoun : pe e oa o vagañ e Gerenia, e Messenia, pell diouzh e vreudeur, pe e oa an hini nemetañ en doa nac'het klask laerezh Oc'hen Geryon, ambrouget gant Herakles, a oa graet gant Neleüs hag e unnek mab all. En eskemm e vije bet lezet e vuhez gantañ gant an haroz hag en dije graet anezhañ roue Messenia.

Hervez ur vojenn all en doa goulennet Herakles digantañ bezañ gwalc'het eus un dle gwad hag e oa bet nac'het outañ gant tad Nestor. Herakles a lazhas neuze Neleüs hag e vibien, en o zouez Alastor, tra ma chomas bev Nestor.

Apollon a roas dezhañ an donezon da vevañ keit ha tri rummad tud. Lazhet en doa an doue e eontred hag e voerebed a-berzh mamm, an Niobided, hag evit dasprenn ar muntr e profas da Nestor an niver a vloavezhioù buhez en doa tennet digant e gerent.

E gurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deuet Nestor da vezañ roue, hag eñ d'en em gannañ meur a wezh gant brezelourien Pylos a-enep an Epeianed, a rene argadennoù gouez en e rouantelezh. Tost e oa dezhañ lazhañ mibien Molione, na voent savetaet nemet dre youl Poseidon. Diskaret en dije ar ramz Ereuthalion ivez, e-kerzh un emgann a-zaou. Meneget eo e anv ouzhpenn e-touez an harozed a gemeras perzh e chase hoc'h-gouez Kalydon, en emgann al Lapited a-enep an Dud-varc'h hag a-wezhioù en ergerzhadeg an Argonaoted.

Brezel Troia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dezhañ eo e c'houlenn Menelaos e ali goude skrapadenn Elena Troia, ha Nestor a ambroug anezhañ en Henc'hres a-bezh da vodañ an holl harozed o deus prometet difenn pried Elena Troia a-raok an dimeziñ. Kas a ra 90 lestr gantañ d'ar brezel. Ar c'hoshañ eo e-touez an harozed a gemer perzh e Brezel Troia. En Ilias, e vez anvet alies « blenier karr kozh ». Selaouet e vez e alioù gant doujañs gant an holl. Hervez an Ilias e kemer perzh en un doare kalonek en emgannoù. Klask a ra lakaat Ac'hilleüs hag Agamemnon d'en em glevet en-dro pa vrouez an daou haroz. Nestor a zo unan eus an nebeut Akeaned a zistroas d'ar gêr diboan.

En Odysseia e teu mab Odysseüs, Telemac'hos, da welet anezhañ da gaout alioù evit kavout keleier eus e dad.

Tiegezh Nestor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar mammennoù e vefe pried Anaksibia pe Eurydike. Meur a vab en deus bet — Antiloc'hos, Thrasymedes, Stratic'hos, Perseüs, Aretos, Ec'hefron ha Peisistratos. Kemer a ra perzh an daou gentañ e Brezel Troia gantañ. Div verc'h en deus ivez, Peisidike ha Polykaste. Hervez mammennoù nevesoc'h evit an Ilias, e vab Antiloc'hos, mignon gwellañ Ac'hilleüs goude Patrokles, a saveteas e vuhez pa oa taget gant Memnon.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]