Agamemnon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Agamemnon en e goazez, e vazh-roue en e zorn, tamm eus golo ul lekanis attek dremmoù ruz warnañ, war-dro 410-400 kent JK, Mirdi Broadel Hendraouriezh Tarenta.

Agamemnon (Ἀγαμέμνων / Agamémnôn, « divrall, pennek » e gregach) a oa roue Argos, hag unan eus harozed brezel Troia.

E dud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab Atreüs, roue Mykenai (pe Argos) hag ar rouanez Aerope e oa, ha breur Menelaos. Hervez mamennoù all e vefe mab Pleisthenes (a oa mab pe tad Atreüs), a vije bet kentañ pried Aerope.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-lerc'h muntr Atreüs gant Aigisthos ha Thyestes, a gemeras penn rouantelezh Argos, e voe ret da Agamemnon ha Menelaos kemer hent an harlu. Repu a gavjont e ti Tyndareos, roue Sparta, ha dimeziñ a rejont gant e verc'hed, Klytaimnestra hag Helene.

Teir merc'h en doe Agamemnon gant e wreg: Ifigeneia, C'hrysothemis, ha Laodike (diwezhatoc'h e voe lakaet Elektra er vojenn, hag ur mab, Orestes).

Maskl mikenaiat, anvet « maskl Agamemnon », XVIvet kantved kent JK, Mirdi Broadel Hendraouriezh Aten.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]