Mont d’an endalc’had

Boiotia

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Beotia)
Boiotia, nomos e Gres

Boiotia (Βοιωτία e gresianeg, Boeotia e latin), pe Beotia, a oa ur vro en Henc'hres, en hanternoz da reter pleg-mor Korintos, hag a zo un nomos e Hellaz a hiriv.

Er c'hreisteiz dezhi e oa Megaris ha menezieg Kiteron, Attika en tu all dezhi. En hanternoz e oa Lokris opontek ha strizh-mor Euripos (e Mor Egea etre Enez-Euboia ha douar-bras Boeotia), ha Fokis er c'hornôg. An Euripos (Εύριπος e gresianeg) zo ur strizh-mor eus Attika, en Bro-C'hres.

E gwengelouriezh Hellaz e vez kaoz alies eus Boeotia. Kalz mojennoù zo liammet ouzh Tebai ha Kadmos, he diazezer, hag ouzh Orc'homenos, bro ar Minyae.

Graia (Γραία), ar pezh a dalvez kozh, a vefe ar geoded koshañ eus Bro-C'hres a-hervez. Ar Γραικός, Graecus, zo liammet ouzh 'Graia' gant skrivagnerien zo[1]. Aristoteles en deus skrivet e oa bet savet ar geoded a-raok al Liñvadenn Veur. Kavet ez eus bet ar memes kredenn diwar-benn orin keoded Graia war ur stelenn, Bloazdanevell Paros, dizoloet e 1687 ha bloaziet eus -267--263, miret hiziv en Oxford hag e Paros. Meneget eo ar geoded kozh-mañ ivez en oberennoù Homeros, Paosanias ar Beajour, Toukidides, etc.

Anv dismegañsus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Boeotia zo deuet da vout un anv kar d'ar sotoni, abalamour, marteze, ma kave da Ateniz e talvezent keroc'h dre ma oa brudet o sevenadur e-skoaz hini o amezeien.

Tud brudet Beotia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Hatzidakis, 1977, e geriadur Babiniotis