Mont d’an endalc’had

Aerope

Eus Wikipedia
Thyestes hag Aerope, gant Giovanni Francesco Bezzi.

Aerope (Ἀερόπη e gregach) a oa merc'h da Gatreüs, roue Kreta, ha merc'h-vihan Minos[1] e mojennoù Hellaz kozh. Dimeziñ a reas da Atreüs, roue Mykenai. Mamm e oa da Venelaos ha da Agamemnon, brudet dre an Ilias.

He zad Katreüs a oa bet diouganet dezhañ e kollfe e vuhez abalamour da unan eus e vugale. Ur c'hoar all dezho, Apemosyne, hag he breur Althemenes, o doa klevet anv eus an diougan, hag o doa kuitaet Kreta da vont da Rodos.

Un deiz e kavas Aerope en ur gwele gant ur sklav, ma roas Aerope, hag he c'hoar Klymene war un dro, da Naoplios, a oa da veuziñ anezho, pe d'o gwerzhañ en estrenvro. A-benn ar fin ne voe ket lazhet Aerope, ha dimeziñ a reas da Atreüs, mab da Belops, roue Mykenai; hervez Euripides e timezas da b-Pleisthenes.

Roet e oa Aerope gant Naoplios en eured da Atreüs, pe da b-Pleisthenes, mab Atreüs, ha genel a reas Agamemnon ha Menelaos[2],[3],[4]. Hervez ar vojenn, ma oa Pleisthenes a oa tad Agamemnon ha Menelaos, Aerope a euredas Atreüs goude e varv, hag he daou vab, a oa maget gantañ. Sellet e vez oute evel mibien Atreüs.

Aerope, avat a oa desevet gant Thyestes[5],[6],[7],[8],[9].

Prometet en doa he fried Atreüs aberzhiñ e wellañ oan da Artemis. Nemet pa gavas un oan aour e kavas gwell e virout, ha terriñ e bromesa: reiñ a reas al loen da Aerope da guzhat.

Aerope ne veze ket feal d'he fried, ha kousket a rae gant he breur-kaer Thyestes. Reiñ a reas an oan dezhañ. Atreüs en doa asantet da ginnig Thyestes e teuje roue Mykenai an hini a oa an oan aour en e gerzh. Evel se e teuas Thyestes da vezañ roue[10].

Atreüs a gemeras ar gurunenn en-dro a-benn ar fin o touellañ Thyestes en un doare damheñvel (s.o. Atreüs) ha kevezerezh an daou vreur, ul lodenn eus mallozh Tantalos, a gendalc'has d'ober e reuz war an daou rummad en o goude (s.o. Agamemnon hag Orestes).

  1. Schmitz, Leonhard (1867), "Aerope", in Smith, William, Dictionary of Greek and Roman Biography and Mythology, 1, pp. 36 
  2. Bibliotheke 3. 2. § 1, &c.
  3. Servius en Aeneis, 1. 458.
  4. Dictys Cretensis 1. 1.
  5. Euripides, Orestes 5, &c.
  6. Euripides, Elena 397.
  7. Hyginus, Fabulae 87.
  8. Scholia diwar-benn Homeros. Ilias. 2. 249.
  9. Servius, diwar-benn Aeneis 9. 262.
  10. Apollodoros, Bibliotheke, Epitome d'al levrenn 4, 2. 10