Atreüs

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Toull-dor ur bez mikenat, anvet « teñzor Atreüs », savet e 1250 kent JK.

Atreüs a oa roue Mykenai pe Argos. Mab e oa da b-Pelops ha da Hippodameia. Brudet e oa abalamour d’ar gasoni a vage ouzh e vreur Thyestes. Tad e oa da Agamemnon ha da v-Menelaos, ar re gentañ eus lignez an Atrided.

E anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E gregach e oa Ατρεύς / Atreús e anv, da lavarout eo « dizaon ».

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rouaned Mykenai[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Atreüs en devoa ur breur gevell Thyestes, hag o-daou e voent harluet gant o zad peogwir o devoa lazhet o lezvreur C'hrysippos evit bezañ rouaned e kêr Olympia.

Repu a gavjont e kêr Mykenai, ha kemer a rejont lec'h ar roue Eurystheüs pa oa aet da vrezeliañ a-enep an Herakleided. Sklaer e oa ne badje ket pell o ren, nemet mervel a eure ar roue er brezel.

Oan alaouret[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Atreüs a ouestlas aberzhiñ e oan gwellañ da Artemis. P'edo o klask e dropellad e kavas un oan alaouret a roas d'e wreg Aerope, d'e guzhat ouzh an doueez. Ha hi d'e brofañ d'he dousig, Thyestes. Hennezh neuze en em glevas gant e vreur evit ma vije roue an hini a oa perc'henn d'an oan burzhudus. Ha Thyeste da ziskouez an oan, ha da c'houlenn ar gador a roue.

Atreüs avat a zeuas a-benn da vezañ roue oc'h ober diouzh kuzulioù an doue Hermes : Thyestes a ouestlas reiñ ar rouantelezh d'e vreur pa'z afe an heol war e giz en oabl. Graet e voe an taol gant Zeus e-unan. Hag Atreüs war gador ar rouaned, ha Thyestes en harlu.

Dial[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Neuze eo e klevas Atreüs anv eus avoultriezh Thyestes hag Aerope, ha mennout a eure kas an dorzh d'ar gêr. Lazhañ a eure mibien Thyestes, hag o foazhañ, nemet mirout a reas o daoudroadoù hag o daouarnioù. Servij a eure ar c'hig anezho d'e vreur, ha diskouez dezhañ o izili.

Diougan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un diouganer a ziskulias da d-Thyestes e vije lazhet Atreüs m'en dije ur mab digant e verc'h Pelopeia. Kement-se a voe graet, ha lazhet e voe Atreüs Thyestes gant e vab Aigisthos.

Koulskoude, pa voe ganet Aigisthos, e voe dilezet gant e vamm, mezhekaet abalamour d'he zorfed. Kavet e voe ar c'hrouadur gant ur mesaer, roet gantañ da Atreüs, en desavas evel e vab. Erru Aigisthos en oad-gour e voe lavaret dezhañ gant Thyestes e oa tad ha tad-kozh dezhañ war un dro. Hag ar paotr da vont da lazhañ Atreüs.

Hervez skridoù zo e oa Atreüs tad da b-Pleisthenes. Peurvuiañ e vezont kontet da vezañ breudeur.

An Atreided[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Graet e vez gant ar ger Atreided (pe Atrided) da envel mibien Atreüs, Agamemnon ha Menelaos —, hag a-wechoù ivez bugale ar re-se, pe o bugale-vihan.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]