Mont d’an endalc’had

Eurystheüs

Eus Wikipedia
Eurystheüs
tudenn vitologel eus Gres
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Lec'h douaridigezhTomb of Eurystheus between Megara and Isthmia Kemmañ
TadSthenelos mab Perseüs Kemmañ
MammNicippe, Antibia Kemmañ
PriedAntimache, Admete Kemmañ
BugelEurypylus, Admete, Alexander, Eurybius Kemmañ
Kargking of Tiryns Kemmañ

Eurystheüs (Εὐρυσθεύς Eurystheús e henc'hresianeg), a oa mab da Sthenelos ha da Nikippe (pe Menippe), ha roue Argolis, ar vro a oa enni an div gêr-mañ, Mykenai ha Tiryns.

Kenderv e oa da Herakles, a oa bet kondaonet da vezañ sklav dindanañ.

Penaos e oa ganet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brazez e oa Alkmene diwar Herakles, hep gouzout avat e oa Zeus, mestr an doueed, an hini a oa gwir dad he bugel, illurañ haroz a voe biskoazh.

Hera, pried Zeus, ur c'horfad gwarizi en enni peogwir ne oa ket hi a oa bet dibabet da vezañ mamm an haroz meur-se, ha peogwir e oa bet he fried doueel o c'hoari ur wreg all, a reas he soñj mirout outañ da vezañ roue Argolis war-lerc'h e dad. Zeus a oa bet genaouek a-walc'h da gemenn e oa an haroz war-nes bout ganet, pa zisplegas dirak an doueed all: « Feteiz e vo ganet un haroz eus ur vaouez a zo a wad gant Zeus end-eeun, ha roue e vo war an holl re a zo o chom en-dro dezhañ ».

Dres d'ar poent-se e oa gwreg Sthenelos o tougen ivez abaoe seizh miz. Ret eo kompren neuze e oa ar Sthenelos-se o tont eus ul lignez diwar Perseüs, hag e vab-eñ ivez a oa ken barrek ha Herakles da seveniñ an diougan. Gwellañ pezh zo, Amfitryon, pried Alkmene, en doa lazhet roue Mykenai, Elektryon, a oa breur da Sthenelos, ha ne oa ket chomet Elektryon da zaousoñjal na da c'hortoz ken e vije pedet, lammet e oa kerkent war ar gador-roue.

Karget e voe neuze Eileithyia, doueez ar gwilioud, da hastañ buan reiñ buhez da Eurystheüs ha da ziwezhataat he gwentloù da Alkmene. Met ur vatezh, Galinthias, a lakaas an doueez, dre widre, da zilezel he mennad. Tremen a reas an amzer, ha re ziwezhat e voe da Herakles klask seveniñ diougan e dad Zeus.

Ha setu penaos e voe Eurystheüs an hini a voe roue Argolis ha n'eo ket Herakles.

Torfed an haroz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E genderv Herakles a oa peget ur barrad konnar ennañ ken en devoa lazhet e wreg Megara hag o bugale. Evit bezañ gwalc'het eus an torfed-se e oa aet da gêr Delfi, da welout ar Pythia, ar velegez a veze o lavarout orakloù an doue, da c'houzout penaos reiñ an dic'haou eus e dorfed. Hag ar velegez da lavarout dezhañ labourat evit Eurystheüs, e enebour a-gozh, ha d'ober ar pezh a c'hourc'hemennje, da lavarout eo dek trevell da gentañ.

Herakles o tegas gouriz rouanez an Amazonezed da Eurystheüs, gant Daniel Sarrabat (1666–1748).

Droug ouzh e genderv Herakles en devoa Eurystheüs, gwarizi ouzh e nerzh. Neuze e roas dezhañ dek trevell d'ober, traoù diaes-bras, ha n'halle nemet mab Zeus ober.

Da gentañ ne oa nemet dek trevell da gas da benn, met Eurystheüs a lavaras ne gonte ket lazhañ naer-zour Lerne penegwir e oa bet sikouret gant Iolaos. Goude-se, war-lerc'h tro marchosioù Augeias e lavaras heñvel, war-zigarez m'en devoa Herakles goulennet arc'hant digant ar roue. Setu perak e rankas ober daouzek trevell a-benn ar fin.

Un den spontik eo Eurystheüs : pa deu Herakles d'e gaout gant kroc'hen leon Nemea ez a da guzhat en ur jarl arem.

Goude marv Herakles

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klask a reas Eurystheüs distruj bugale niverus Herakles, an Heraklided (Heracleidae), hag Hyllos en o fenn. Keiks, roue Trac'his, ne fellas ket dezhañ o degemer rak aon rak Eurystheüs, prest d'ober brezel dezhañ ma raje displijadur d'e amezeg. Tec'hel a rejont da Aten neuze. Degemeret e voent gant Demofon, staliet gantañ e kêr Marathon.

Hag Eurystheüs da glask arsailhat kêr Aten, ma voe faezhet. Meur a zoare zo da fin Eurystheüs, ha da betra a c'hoarvezas d'e gorf.

  • Skampañ kuit a reas eus Attika, hag Hyllos, mab da Herakles, a lazhas e heskinerien e strizh-douar Korinthos.
  • Hervez un doare all e voe tapet, ha lakaet d'ar marv war urzh Alkmene, en desped da enebiezh pobl Aten. Dre ma o devoa klasket e saveteiñ e prometas Eurystheüs e vije gwarezet o bro diouzh an alouberien gant e gorf; neuze e voe beziet en harzoù.

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude e varv en em zrailhas an daou vreur Atreüs ha Thyestes, a oa chomet er gêr, da c'houzout piv a renje. Harluet e voe Thyestes gant Atreüs.