Mont d’an endalc’had

Iolaos

Eus Wikipedia

Iolaos a oa mab da Ifikles, e mojennoù kozh Hellaz.

Herakles (en tu dehoù) ha Iolaos, gant Eros, troad ar ciste Ficoroni (arc'h eured etrusk en arem kinklet), Patrom:IV-vet kantved kent JK, Mirdi ar Villa Giulia (Roma)

Iolaos, Iolaüs pe Iolas (e gregach Ίόλαος / Iólaos), a oa mab da Ifikles, breur gevell Herakles, ha da Aotomedousa, a zo un haroz eus Thebai, en Hellaz kozh.

Kompagnun feal eo d'e eontr Herakles, ha bleniañ a ra karr an haroz dre Hellaz.

Skoazellañ a reas e eontr

Hervez Paosanias ez eas ar maout gantañ e redadeg kirri ar C'hoarioù Olimpek kentañ aozet gant Herakles (V, 8, 3), hag e c'hoarioù kañv Pelias.

Dimeziñ a reas gant Megara, pa deurvezas Herakles he leuskel gantañ, hag en doe ur verc'h diganti, Leipefilene. Kaset e voe gant an haroz da Sardinia, urzh dezhañ da sevel un drevadenn gant ar vibien en devoa bet digant merc'hed eus Thespios, an Thespiadezed.

Mervel a reas e Sardinia.

Met diwezhatoc'h e voe laosket da zont e-maez an ifernioù da gemer perzh er brezel a rene an Heraklided ouzh Eurystheüs. Hervez Pausanias (I, 44, 10) eo eñ a lazhas Eurystheüs, hervez Diodoros eo Hyllos. Distreiñ a reas neuze d'an Ifernioù.

Hervez lod all e voe beziet nepell diouzh ar monumant da Amfitrion, unan eus e c'hourdadoù.

Herakles ha Iolaos, marelladur ur feunteun roman, Patrom:I-añ kantved

Bez Iolaos e Tebai a zo testeniekaet:

  • gant Pindar a gomz eus c'hoarioù e Tebai en eñvor da Herakles,
  • gant Ploutarc'hos a lavar e oa, en e amzer, koubladoù paotred — heñvelrevidi - a yae di da douiñ o fealded
  • gant Pausanias (IX, 23, 1) — a lavar e oa sur tud Tebai e oa marvet Iolaos e Sardinia. Lavarout a ra Pausanias ivez e oa meur a gêr e Sardinia a oa anvet {{|Ἰολάια}} / Ioláia hag a lide Iolaos en o c'hoarioù (X, 17, 5), hag e oa un aoter dezhañ en Aten (I, 19, 3).

Hervez Diodoros Sikilia e veze rentet ul lid harozel da Iolaos e Sikilia, ha gant Herakles e oa bet lakaet ur c'hoad en e anv. Ouzhpenn, emezañ, e oa enoret e kêr Agyre :

« Ar re a zo o chom e kêr Agyre a ouestl o blev da Iolaüs hag o dalc'h e ratre evit gallout o c'hinnig d'an doue-se gant lidoù bras. »

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.