Thebai

Eus Wikipedia
Kartenn ma weler Thebai, e Boiotia, hag Aten en Attika.
Thebai p'edo e barr he brud.
Dismantroù kêr Thebai.

Thebai[1] (Θῆϐαι / Thễbai, e gresianeg) pe Tebez[2] a oa kêr bennañ Boiotia en Hellaz kozh. En istor Hellaz kozh ne oa nemet Aten ha Sparta o devoa muioc'h a bouez. Brudet e oa er mojennoù, ma lavare Sofoklez e oa « ar geoded nemeti ma veze ganet doueed gant ar maouezed ».

Ar gêr a hiriv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

23 820 den a oa e 2001 o chom e Thebai (Θήβα Thíva, evel m'hec'h anver hiriv).

Mojennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kadmos[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Orgediñ a reas an doue Zeus ouzh Europa, merc'h Agenor, roue Fenikia, hag ar rouanez Telefassa. Da ziwall ouzh e wreg warizius Hera, e kemeras Zeus neuz un tarv gwenn da dostaat ouzh ar plac'h, e skrapas anezhi, ha kuit ganti da Enez Kreta. He zad Agenor a gasas e vibien war he lerc'h, gourc'hemenn dezho chom diskouez o fri er gêr a-raok kavout o c'hoar. Hag he mamm Telefassa gant he daou vab.

Kadmos, mab Agenor, roue Sidon, en dije diazezet kêr d-Thebai gant e gompagnuned. Kaset e oa bet ar paotr yaouank gant e dad da gerc'hat e c'hoar Europa, bet skrapet gant an doue Zeus, a oa deuet daveti dindan neuz un tarv. Goude treuziñ meur a vro setu eñ erru e Delfi. Eno e roas urzh ar Pitia da baouez gant e glask ha da heuliañ un onner, ur c'hresk loar ganti ouzh he c'hostez, a zegouezhfe gantañ hag a gasfe anezhañ betek al lec'h ma ranke sevel ur geoded nevez. Roet e oa bet ar vuoc'h da Gadmos gant Pelagon, roue Fokis, hag e kasas anezhañ betek Boiotia.

Kadmos en doa kavet al lec'h ma felle dezhañ diazezañ ar geoded nevez. Kas a reas e gavandidi davit dour da lidañ un aberzh da Atena met lazhet e voent gant un aerouant dour a ziwalle mammenn Kastalia. Ha Kadmos droug ennañ da vont da lazhañ an euzhvil. War ali Atena e lakaas dent an aerouant en douar evel pa vijent had ha diwanañ a reas tud diouzh an douar, gwisket ganto pep a harnez, armoù hag all, ur ouenn a vrezelourien, ar Sparted "aotokton". Pemp anezhe a oa bet hendadoù noblañs kentañ ar geoded. Ares a oa tad an aerouant dour diskaret gant Kadmos, hag abalamour da se e oa sañset bezañ hendad ar Sparted ha tiegezhioù bras noblañs Thebai. Lakaet e voe Kadmos e pinijenn e-pad eizh vloaz gant Ares, ouzh e servijañ. E fin ar prantad-se e oa roet dezhañ da wreg Harmonia, merc'h Ares hag Afrodite, gant Zeus, evit skoulmañ ar peoc'h. Dont a reas Kadmos da vezañ kentañ roue ar geoded.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]