Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Thebai

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Tebez n'eo nemet brezhonekadur an anv gallek. Gwelloc'h brezhonekaat an anv gresianek (Tebai, Tebe) pe mirout an anv gresianek (kozh pe an hini a vremañ). Mar deo ret brezhonekaat ur ger estren, hep derc'hel kont eus ar gresianeg, eo kenkoulz brezhonekaat ar ger saoznek (tostoc'h ouzh ar yezh orin) eget an hini gallek. Bianchi-Bihan 18 Gen 2008 da 10:48 (UTC)[respont]

A-du gant B-B: gwelloc'h eo din ar furm Thebai, tostoc'h ouzh an distagadur gresianek. Benoni (Kaozeadenn) 18 Gen 2008 da 11:30 (UTC)[respont]
A-du gant ar stumm "Thebai". Neal (Kaozeal) 18 Gen 2008 da 13:44 (UTC)[respont]
Pet ger zo brezhonekadur gerioù galleg e brezhoneg? Gwelloc'h eo deoc'h ober diouzh ho soñj evit ober gant ar stumm degemeret gant Diwan ha geriadur R. Hemon? Daoust ha n'emañ ket skrivet er reolennoù db an anvioù e ranker doujañ d'an implij a vez graet gant ar muiañ niver? Dalc'hen d'ar pezh zo bet degemeret er geriadurioù? Da betra komz eus gresianeg, galleg ha saozneg amañ pa n'eus ket lec'h d'ober...? --Kadwalan 18 Gen 2008 da 14:38 (UTC)[respont]
Daoust ha ma heller ober gant ar stummoù implijet gant Diwan ha Roparz Hemon (na glot ket atav an eil re gant ar re all ivez...) n'eo ket dav hen ober, dreist-holl ma'c'h eo fazius ar stummoù-se (hag a c'hell bezañ, d.s. "Troia" e lec'h "Troja") ha/pe m'eo bet tizhet un emglev diwar o fenn war ar wikipedia evel en degouezh-mañ pe evit doujañ d'ur reolenn bet degemeret ha laket da ofisiel war ar Wikipedia-mañ dre gememglev pe dre votadeg (en degouezh-mañ ivez). Neal (Kaozeal) 18 Gen 2008 da 15:23 (UTC)[respont]
Re wir! Ar gresianeg n'eus netra d'ober amañ. Met faziet e oan uheloc'h: Thebes e saozneg. Bianchi-Bihan 18 Gen 2008 da 15:25 (UTC)[respont]
Eilpennañ an traoù a rez amañ Neal. Komz a rez eus "gallout" implijout stummoù R. H ha Diwan! Savet eo bet ar reolennoù ofisiel-se diwar-benn an anvioù gresianeg evit an anvioù n'int ket testeniakaet. Gallout a reer ober gante en degouezh-se. Amañ EZ EO Tebez ar stumm en implij abaoe ur c'heit en deskadurezh ha testeniekaet a-gozh (Sell 'ta klotañ a ra an daou...). Sed aze a gont da gentañ.
Peseurt si a gavit c'hwi e Tebez? Dont eus ar galleg? Satordallig ha plusk derv! Amprestoù a vez graet en holl yezhoù ha n'emañ ket al lorgnez gant ar gerioù a orin gallek. --Kadwalan 19 Gen 2008 da 09:05 (UTC)[respont]
Ne eilpennan netra. Skrivañ fall an hini am boa graet n'eo ket. Ranket em bije bet skrivet: "Gallout a reer implijout X ha/pe Y seul wezh ma n'a ket a-enep d'un diviz bet tizhet war ar raktres-mañ dre genemglev pe dre votadeg". da lâret eo: n'eo ket treiñ kein da Roparzh Hemon, na da dTES na zoken da bPreder, Favereau ha me 'oar me hag implijet e c'hell bezañ an holl mammennoù ha daveennoù-se da vouetañ ar gomz pa glasker dont a-benn da dirouestlañ ur gudenn met ur wezh tizhet un emglev e ranker doujañ outañ daoust ha na glota ket gant Roparz Hemon na gant un daveenn all. Neal (Kaozeal) 19 Gen 2008 da 12:37 (UTC)[respont]
Souezhet on. Diskouez din fraezh e pelec'h ez eus bet votet chom hep ober gant anvioù gresianeg implijet en deskadurezh hag er geriadurioù evit ar penngerioù, mar plij ganit.--Kadwalan 21 Gen 2008 da 09:52 (UTC)[respont]
Setu ar reolenn, (Diviz 2):
"Doujañ da stumm gresianek orin an anvioù"
Sklaer a-walc'h d'am soñj. Graet e vez en un doare disheñvel avat, gwir eo ken ec'h eo, gant stummoù brudet mat dija dindan ur stumm all, d.s. "Zeus" e lec'h *Zeüs hag "Aten" e lec'h *Athina. N'on ket gwall sur avat ma c'hellfer lakaat war ar memes renk ar stumm "Tebes" war digarez eo hennezh ar stumm implijet gant Diwan hag e levrioù TES abaoe un toulald bloavezhioù diwar intrudu geriadur Roparzh Hemon (hep ma vije bet prederiet pelloc'h ha donoc'h evit dont a-benn da c'hoÙt hag-eñ e oa ar stumm gwellañ...?)
Kentoc'h evit ober gant stummoù bet savet en un doare ad hoc dre lakaat ar stumm gallek da diazez ar stumm brezhoneg evel m'eo bet graet amañ war a seblant e kavan-me gwell ober gant stummoù savet en un doare poellek (da lâret eo dre degas arguzennoù objektivel a bepseurt bet komzet diwar o fenne ter meur a den gouiziek ha barrek war un dachenn resis) ha trezwelus (da lâret eo, sklaer ar pennaennoù bet implijet evit o sevel hg a dalvez da sevel stummoù nevez all en un doare ingal). Lâret a ran ad hoc evit a sell ouzh ar stumm "Tebez" rak n'em eus gwelet e neplec'h pennaennoù o tisplegañ penaos ha perak e oa bet dibabet ober gant ar stumm-mañ'r-stumm e brezhoneg gant Roparzh hemon, TES pe Diwan war an dachenn resi-mañ ha war aw elan n'eus linenn ingal ha poellek ebet rak savet e vez stummoù 'zo diwar ar gallek (evel hemañ), stummoù all diwar an anv-gwan saoznek (evel "[Troja]]", R.H. sic., "diwar "Trojan" daoust ha ma reer "Troy" eus ar gêr e saozneg). Neal (Kaozeal) 21 Gen 2008 da 14:37 (UTC)[respont]
Evit komz eus Hellaz e c'haller kavout dereatoc'h an anvioù hellazek, hellenek, gregach pe gresianek, eget ar re saoznek pe c'hallek pe latin. N'eo nemet un ali personel. Met kredet em eus kompren e oa hini unan bennak all ivez. Bianchi-Bihan 19 Gen 2008 da 10:41 (UTC)[respont]
Evit komz eus Hellaz e c'haller kavout dereatoc'h an anvioù brezhonek testeniekaet pa gaozer brezhoneg. --Kadwalan 19 Gen 2008 da 10:44 (UTC)[respont]
A-du gant B-B. Ouhzpenn ne dlav ket ar boan lakaat un ali personel da dalvezout war an dachenn-mañ dre ma'z eus bet tizhet ur genemglev dre votadeg bet lakaet da ofisiel da c'houde. Gallout a reer difenn sav-poentoù disheñvel diouzh disoc'h ar votadeg-se evel-just ha kinnig adsevel ur votadeg nevez evit klask e gemmañ met betek-hen (mar c'hoarvez) e ranker doujañ d'ar reolenn envel-se o tennañ d'an doare d'ober war ar wikipedia-mañ evit a sell ouzh an anvioù divoutin gresianeg modern ha kozh. N'eo ket bet dirouestlet afer implij dibennoù brezhonek e lec'h an dibennoù gresianek a-orin (s.o. Kaozeal:Protogenoi) met sklaer-kenañ eo ar fed ma ranker ober gant ar stumm gresianek evel stumm diazez atav en ur ober gant un nebeud reolennoùigoù sklaer ivez o tennañ d'an treuzlizherenniñ. Amañ e van a-wel d'an holl an arguzennoù hag ar pennaennoù bet implijet a-benn gallout tizhout ar c'henemglev-se - laouen e vefen o c'hoût penaos e oa bet tizhet un emglev diwar-benn ar stummoù da vezañ implijet gant TES ha/pe gant Diwan. Neal (Kaozeal) 19 Gen 2008 da 12:33 (UTC)[respont]
Pezh zo sklaer din-me :
  • Ar mellad eus ar votadeg a venegez ne ra ket anv eus an diviz a lavarez e vije bet votet chom hep ober gant anvioù gresianeg implijet en deskadurezh hag er geriadurioù evit ar penngerioù
  • Savet e oa ar votadeg evit an anvioù estreget ar re a vez implijet stank, da skouer ar re a vez implijet en deskadurezh hag er geriadurioù. Pas evit an holl.
  • Degas a ran da soñj dit e seller ouzh implij pennlizherennoù, lizherennoù druz ha kement zo evel ma vefe unan o huchal. Souezhet on ganit. Goulenn a ran ganit sioulaat ma n'eo ket ur fazi eus da berzh.
  • Ar pezh a gont n'eo ket kement e vefe skiantel an doare da stummañ ar pennger met pehini zo en implij er bed gwirion (gallout a reer resisaat pezh a garer goude er pennad), evel war an tachennoù all.--Kadwalan 24 Gen 2008 da 11:49 (UTC)[respont]
N'eus ket da vezañ souzhet. peurliesañ ec'h implijer pennlizherennoù evit huchal (n'o implijan ket rak ne huchan ket) hag implijet e vez lizherennoù druz evit ma vefe sklaeroc'h un dra bnnak - da skouer evit ma c'hellfer kavout ur c'hrafig resis en ur mellad bennak. Neal (Kaozeal) 24 Gen 2008 da 13:25 (UTC)[respont]
Souezhet-mat a lavaran-me ha merzout a ran eo bet kemmet doare kinnig ar mellad a-us abaoe. Evel ne'm eus respont ebet amañ e tilec'hian pezh hon eus skrivet e lec' all. Lavaret a raen da unan bennak e oan kizidik ouzh implij ar c'heriaoueg hag an anvioù diazezet mat e brezhoneg dija. Amañ e vije difennet ober gant Tebez. Tebez eo ar stumm implijet e brezhoneg e Diwan hag a gaver e geriadur R . Hemon.
Skrivañ a raen e vefe arabat, hervez Neal, ober gant stummoù digemeret er geriadurioù abalamour ma vije bet votet doujañ ouzh stummoù orin an anvioù e gresianeg pa saver pennadoù. lavaret a raen e ankouae e oa votet ar reolennoù-se evit an anvioù na oant ket anavezet e brezhoneg. Respontet en doa Neal :--Kadwalan 24 Gen 2008 da 10:26 (UTC)[respont]
N'ankouezan tra ebet. N'on ket kenderec'het ec'h eo ar memes tra avat ar fed ma vez implijet ur stumm resis gant Diwan abaoe un nebeud bloavezhioù (hep ma ouzfer na perak na penaos e oa bet savet pe dibabet) hag ar fed ma vez kavet e geriadur R.H. - sur-mat e gwirionez an hevelep mammenn, da lâret eo e vez implijet ar stumm-se peogwir eo hennezh an hini bet implijet gant R.H. (perak? penaos?) en e c'heriadur. Neal (Kaozeal) 24 Gen 2008 da 13:25 (UTC)[respont]
Ha ret eo lavaret e vez krouet pe choazet ur bern gerioù en un doare n'eo ket skiantel tamm a-grenn. Kavout a ra din ez a mat a-walc'h ar yezhoù en-dro e-giz-se peurliesañ.
N'eus ken sellet ouzh Geriadur istorel ar brezhoneg hag ar c'heriaoueg tennet diwarnañ evit gwelet ne veze lakaet e-barzh ken gerioù lennet gant R. Hemon un tu bennak (ha pa vefe e kazetennoù an emzav hepken). Met n'eo ket istoriografiezh nag etimologiezh ar ger a gont met e implij gant an dud a brezeg brezhoneg, en deskadurezh peurgetket. Sklaer eo n'eo ket Thebaï.
En tu all da se e vefe mat dit Neal disklêriañ da soñj diwar-benn an dachenn ma talvez ar reolenn diwar an anvioù gresianeg. --Kadwalan 28 Gen 2008 da 11:44 (UTC)[respont]
A-du a-walc'h emaon gant Kadwalan. Re dechet e vez tud zo, war ar Wikipedia-mañ, da glask adober al labour zo bet graet dija ha klask «gwellaat» ar brezhoneg. Plijet pe get, Tebez an hini a gaver e geriadurioù Roparz Hemon hag el levrioù skol. Degemeromp ar brezhoneg evel m'emañ, kentoc'h eget klask «gwellaat» anezhañ dibaouez.--Llydawr 30 Gen 2008 da 22:05 (UTC)[respont]

Ali emaon ganit penn-da-benn--Kadwalan 2 C'hwe 2008 da 10:02 (UTC)[respont]

N'on ket un arbennigour, met setu penaos em eus komprenet an traoù: Thebai e gregach. Komprenet an dibenn "ai" evel ul liester, pezh 'c'h eo, ha setu perak e skrivont fr:Thèbes, fr:Delphes, fr:Athènes e galleg: merk ul liester gallek, ha ne vez ket distaget, gant un "s" ha ne zistager ket zoken, peogwir ne larer ket "Athènes (z) est une ville". Hervez ar poell a vije

  • pe Aten, Teb, Delf
  • pe Atenez, Tebez, Delfez, hervez ar galleg
  • pe Athenai, Thebai, Delfoi, hervez ar gregach
  • pe Athena, Theba, Delfoi, hervez ar gresianeg a vremañ

Evel a weler , diaes kavout poell en dibaboù graet atav. N'eo ket difennet komz eus traoù evel-se en un holloueziadur, pa ne vez ket graet er geriadurioù nag el levrioù istor. Bianchi-Bihan 19 Gen 2008 da 14:04 (UTC)[respont]

Helenn ha lennus

[kemmañ ar vammenn]
  • Mat e vije soñjal el lennerien pa vez graet respontoù, hag ober, mar plij, hervez erbedadennoù wikipedia:pajenn gaozeal.
    • Respontoù: Kuzuilhet eo chom hep respont e diabarzh testenn unan bennak all ha respont penn-da-benn e fin e destenn. A-wechoù avat, pa vez re hir pe re a boentoù disheñvel e diabarzh testenn unan all, e c'heller asantiñ e vefe respontet e diabarzh testenn unan bennak all. Diwallit avat er pajenn-aozañ: ret eo e chomfe sklaer piv n'eus skrivet petra.
  • Ha ma ne rit forzh, aotrounez merourien, gant ar reolennoù a zisplij deoc'h, klaskit derc'hel da urzh holloueziadurel an amzer. **Krogit gant ur gaozeadenn nevez e traoñv ar bajenn: .... Ar gaozeadenn diwezhañ a rank bezañ an hini e traoñv ar bajenn.

A-hend-all n'eo nemet ur gaozeadenn brevez da lakaat e lec'h all. Bianchi-Bihan 21 Gen 2008 da 15:01 (UTC)[respont]

Lennet mat em eus evezhiadenn Llydawr, rak boas on da gavout furnezh e-barzh en e gomzoù. Koulskoude e kav din ez a re vuan ganti (ne laran ket re bell) pa skriv:

  • Re dechet e vez tud zo, war ar Wikipedia-mañ, da glask adober al labour zo bet graet dija ha klask «gwellaat» ar brezhoneg.
    • Gwir eo betek ur poent.
      • D'am soñj eo fall adober al labour, ha kemm war dizh, evel ma ra lod, adalek ma ne vezont ket a-du gant dibab unan all, ha ma taoulammont da lakaat o dibab personel da drec'hiñ.
      • Kaozeal ha barn ar gerioù zo un dra reizh ha naturel en un holloueziadur. Klask gwellaat ar brezhoneg ivez. Gant ma vo graet goustad, gant furnezh, ha ma ne vo ket graet enep ar re all met evit gwellaat da vat.
  • Degemeromp ar brezhoneg evel m'emañ, kentoc'h eget klask «gwellaat» anezhañ dibaouez.
    • Gwir eo betek ur poent.
      • Gwir eo ne ra forzh evit anvioù divoutin, evel Tebai/Thebai/Tebez.
      • Ret e vije gouzout penaos emañ AR brezhoneg, ha petra eo AR brezhoneg. Ha neuze eo e vagan un tamm disfiz ouzh ar re o deus "ur serten ide eus AR yezh", hag a fell dezho lakaat ar re all da blegañ d'o stultennoù kousto pe gousto. Rak ne gredan ket e vije ar memes re gant an holl.
      • Ma vije bet degemeret AR brezhoneg evel m'emañ e vijemp gant jeoloji ha machinalave. Tud zo o deus e lakaaet da gemm , benniget ra vo o anvioù.
      • Pa weler fazioù splann, evel Termbret o kinnig bedelekadur, pe tañvadenn evit "trailer", eo yac'h kaout c'hoant da wellaat.
      • Ar brezhoneg "evel m'emañ" a vez kinniget alies gant tud a lavar gouzout gwelloc'h eget ar re all, pe a ra dibaboù en anv ar re all. A-wechoù e ouzont, hag a-wechoù e kredont gouzout. A-wechoù e reont dibaboù mat, a-wechoù re fall. Frankiz pep brezhoneger eo mont pe chom hep mont d'o heul, hep brezeliñ. Douaroniezh, jeografi, geografiezh... Sofist, sofour... Petra ger anezho eo ar brezhoneg evel m'emañ? Piv 'laro din? Bianchi-Bihan 1 C'hwe 2008 da 19:36 (UTC)[respont]
War-zigarez distagañ komzoù fur e klask adarre BB pentañ lern diwar ar pezh a skriv ar re all. Ma ne anavezfed ket e emzalc'h e vije roet muioc'h a gred d'e gomzoù. Din-me ar « brezhoneg evel m'emañ » zo ur yezh klasel azasaet gant hor skrivagnerien d'ar bed a-vremañ, komzet gant ar vrezhonegerien desket, implijet en deskadurezh ha testeniekaet er skridoù. Gouzout a reer piv a ya da-heul e stultenn.--Kadwalan 8 C'hwe 2008 da 13:26 (UTC)[respont]
Ret eo anzav on a-du 'gozik penn-da-benn gant komzoù B-B daoust ha ma c'hellomp sevel an eil a-enep da ginnigoù resis agile gwezh ha gwezhall. Ne gomprenan ket re perak n'hallfer ket gwellaat ar brezhoneg seul wezh ma c'heller kentoc'h evit kenderc'hel d'ober gant stummoù bet savet fall gant an den-mañ'n-den (ha gant Roparz Hemon e-unan e vije - pe Roperzh hervez ar pezh a gaver er geriadur bet savt gantañ e-unan, kea?) hag implijet gant tud pe du (ha zoken gant Diwan e vefe). N'on ket evit kemmañ evit plijadur kemmañ nemetken, met diaes e kavan rankout implijout ur stumm resis bennak war digarez m'eo hennezh e kaver en ur geriadur divyezhek hep ma vije sklaeraet ouzhpenn hag-en eo hennezh ur stumm bet ijinet gant an den bet savet ar geriadur gantañ pe get na penaos e oa bet krouet... gant kaze 20,000 pennad brmeañ e rankfer soñjal ivez eo c'hellfe ar wikipedia bezañ lakaet ivez da dave pe da vammenn geriaouiñ kentoc'h evit rankout mont da heul ar pezh (ar pezhioù, kentoc'h) a vez graet e lec'h all hag alies en un doare kalz sklaeroc'h amañ. Evit a sell ouzh Tebez/Thebai n'eo ket dibab stumm an anv reis-se an dal'h e gwirionez, a-du gant B-B adarre. Met ur gudenn dibaboù treminologel an hini eo - ober gant "brezhoneg ar bobl" (hervez piv? pelec'h ha pegoulz?...) pe klask brezhonekaet ha glanaat un tammig ar yezh. A galon, --Neal (Kaozeal) 2 C'hwe 2008 da 13:04 (UTC)[respont]
Peadra zo da skrijañ pa lenner traoù evel « glanaat hor yezh ». A-walc'h e vo lakaat gerioù all e-lec'h yezh evit meizañ gwelloc'h ar pezh a c'hall bezañ a-dreñv seurt komzoù : glanaat ur ouenn, glanaat ur gevredigezh, glanaat ur vro, glanaat an arz... N'on ket evit degemer seurt ideologiezh laou. Emichañs ez eo aet Neal en tu all d'ar pezh a felle dezhañ lavaret.
Biskoazh ne'm eus lavaret n'haller ket klokaat ha pinvidikaat hor yezh. Tro zo da ijinañ ha da wellaat. Ar brezhoneg n'eo ket ur bajenn wenn avat. Pas muioc'h evit ar yezhoù all. Kerzh da glask cheñch anvioù Tebez e galleg, e saozneg hag e spagnoleg war-zigarez reizhañ ar « fazioù » yezh, pe glanaat anezhe, pe diwar abegoù « terminologel ». Petra a vo respontet dit da'z soñj?
Ne baouezez ket da lavaret eo bet ijiinet pep tra gant R. Hemon, e vije fazioù e pep lec'h. A-walc'h eo teurel ur sell ouzh ar Geriadur Istorel evit gwelet ne oa ket bet savet diouzh faltazi R. Hemon met en un doare sirius, gant skouerioù. Dit eo e vefe prouiñ n'eo ket un anv implijet a-gozh. Ma'z eus fazioù e-keñver ar yezh (pelec'h n'eus ket), reizhañ hini-ha-hini. Ar pezh zo sur ez eo ijinet ar stumm thebai penn-da-benn ganeoc'h ha n'eo ket bet implijet biskoazh.
Ouzhpenn d'an dra-se e kavan noazus-kenañ treiñ kein d'an deskadurezh e brezhoneg oc'h ober hep ar gerioù implijet enni. E-giz ma ne vije ket diaes a-walc'h dija plantañ brezhoneg e penn ar vugale e lakaer skoilhoù ouzhpenn d'o studioù ha d'o flijadur da lenn e brezhoneg oc'h ober gant nouspet ger disheñvel evit « abegoù terminologel ». Un dra zo ober gant ar stumm a gaver gwellañ en e skridoù hag un all ober ganti en un holloueziadur savet evit an holl vrezhonegerien(ig) desket. --Kadwalan 8 C'hwe 2008 da 13:26 (UTC)[respont]


Ar pezh a vefe tu da ober evit lakaat an holl a-du, ez eo lakaat un adkas eus ar bajenn Tebez (rak ar skolidi, daoust dezho klask Thebai, a raio gant ar ger Tebez...). Koulz adkas Tebez war zu Thebai, e-mod-se, ez aio gant darn vrasañ arguzennoù an daou du.--Ronan 4 C'hwe 2008 da 07:08 (UTC)[respont]

Graet eo. Benoni (Kaozeadenn) 4 C'hwe 2008 da 11:31 (UTC)[respont]
Ya, graet eo. Ar gudenn eo pehini degemer evel titl pennañ ar pennad : pe ober gant ar stumm implijet er bed gwirion : en deskadurezh, el levrioù, hag en deskadurezh (Tebez) (s.o. an daveoù supra), e-giz ma vez graet er yezhoù all, pe ober gant ur stumm "thebai", dianav betek-henn, war-zigarez ez eo tostoc'h d'ar stumm orin ma reer gant ar reolennoù diskrivañ implijet ganimp goude ar votadeg. Perak n'eo ket bet choazet ur stumm "skiantel" er yezhoù all e-giz : bg:Тива (Беотия), bs:Teba (Grčka), katalaneg:Tebes, cs:Théby, daneg:Theben (Grækenland), alamaneg:Theben (Griechenland), gresianeg:Θήβα, saozneg:Thebes, Greece, esperanto:Tebo (Grekio), spagnoleg:Tebas (Grecia), estoneg:Teeba (Kreeka), euskara:Tebas, finneg:Theba (Kreikka), galleg:Thèbes (Grèce), italianeg:Tebe (Grecia), latin:Thebae Graecia), lmo:Thebes, Greece, lt:Tebai, izelvroeg:Thebe (Griekenland), nn:Theben i Hellas, no:Theben (Hellas), poloneg:Teby (Grecja), portugaleg:Tebas (Grécia), roumaneg:Teba, sh:Teba (Grčka), sr:Теба (град у Грчкој), svedeg:Thebe, Grekland, tr:Tebai?????????????
Abalamour ma'z eo ar stumm implijet gant ar yezherien a gont da gentañ en holl yezhoù. Mat e vefe ober heñvel e brezhoneg. --Kadwalan 5 C'hwe 2008 da 11:12 (UTC)[respont]
Daoust peseurt "yezherien" a gomz eus Tebez pe Tebe, pe eus gresianeg e Breizh? 193.52.64.243 6 C'hwe 2008 da 09:36 (UTC)[respont]
Ar re a gomz anezhe pa ne vez ken. Marteze e oar ar "goelan mouchet" emañ Bro-C'hres war roll labour ar 6vet klas?--Kadwalan 8 C'hwe 2008 da 13:26 (UTC)[respont]

Mat e vefe ober 'vel war ar wikipedia saozneg, lakaat ur gartenn evit ma vefe tu d'al lennerien gwelet diouzhtu pelec'h emañ Tebez/Thebai...--Ronan 5 C'hwe 2008 da 21:56 (UTC)[respont]