Kaozeal:Protogenoi
Ma vije roet un anv brezhonek d'ar pennad ne vije ket ret reiñ displegadennoù hir db ar yezh a-raok displegañ petra eo danvez ar pennad, hag aesoc'h e vije da lenn ha da gompren udb. Bianchi-Bihan 21 Kzu 2007 da 17:20 (UTC)
- Un termen brudet a-walc'h eo "protogenoi". hag ur c'hinnig evit e dreiñ: "Doueed ha Doueezed kentañ-c'hanet mitologiezh Hellaz" marteze? Ur rummad resis eo ar brotogenoi evel ma tispleger en destenn e-touez an holl doueed ha doueezed bet lakaet da doueed ha douuezed kentañ hervez barhed ha skrivagerion hellaz da heul. sklaer an titl evit a neb a fell dezhe deskiñ diwar o fenn (renket e meur a rummad all emañ ar Brotogenoi - n'eo ket diaes-tre o c'hlask hag o c'havout e mod all neuze) ha sklaer an displegadenn. Neal (Kaozeal) 21 Kzu 2007 da 17:38 (UTC)
- D'am soñj eo d'al lennerien da varn ha sklaer eo an displegadenn, ne larin ger peogwir e vo kavet hini pe hini da laret n'on ket neptu. Met alioù all a vo kavet marteze, ma kred lod sevel o mouezh.
- Komzomp eus fedoù: daou bennad zo e saozneg, unan anezho a ra gant an titl en:Protogenoi, anavezet gant ar bed saoznek a-bezh moarvat (nemet ar re a lenn ar pennad all en:Greek primordial gods). N'eo ket ken desket ar spagnolegerien nag ar c'hallegerien a rank ober gant gerioù en o yezh.
- Ma vije un droidigezh e kinnigfen un dra verr: doueed kentañ Hellaz, a vez komprenet aesoc'h gant ma bugale (ha gant ho re), ar re nemeto na studiont ket gregach er vro-mañ moarvat. Bianchi-Bihan 21 Kzu 2007 da 18:01 (UTC)
- Ya, daou bennad e saozneg bet kentuezet o danvez ganin e brezhoneg hag evel-hen e c'heller ober gant an adkas bet savet ganit - a-hendall n'hallfer ket dre m'eo n'eo ket kevat "doueed kentañ" (kalz ledanoc'h evel ma komprener dre lenn an destenn) ha "protogonoi". Neal (Kaozeal) 21 Kzu 2007 da 18:16 (UTC)
- Sellit ivez ouz Kaozeadenn Rummad:Dodekatheon evit chom hep rankout adksrivañ an hevelep arguzennoù div wezh. Neal (Kaozeal) 21 Kzu 2007 da 18:16 (UTC)
- Ya, daou bennad e saozneg bet kentuezet o danvez ganin e brezhoneg hag evel-hen e c'heller ober gant an adkas bet savet ganit - a-hendall n'hallfer ket dre m'eo n'eo ket kevat "doueed kentañ" (kalz ledanoc'h evel ma komprener dre lenn an destenn) ha "protogonoi". Neal (Kaozeal) 21 Kzu 2007 da 18:16 (UTC)
Troidigezh
[kemmañ ar vammenn]- N'on ket sur da gompren an evezhiadenn. Mar deo eus un droidigezh resis eus Protogenoi ez eus kaoz, e c'haller lavarout n'eo ket resisoc'h an droidigezh er yezhoù all (n'eus nemet e saozneg e reer gant Protogenoi evel titl), ha dreist-holl n'eus ket ezhomm eus un droidigezh ger ha ger evit sevel titl ur pennad, gant ma vo sklaer an titl, ha sklaer ar pennad.
- Er ger Protogenoi (n'emañ ket ar ger em Dictionnaire de la mythologie grecque et romaine, Larousse, 1998, 2005) ne welan-me nemet teñvalijenn an Erebos, met hiroc'h ne larin ket .
- Pa lenner Anagke (Didec'husted) - benel eo ret kompren Ananke?
Bianchi-Bihan 22 Kzu 2007 da 05:39 (UTC)
- Marteze a-walc'h ne oa ket sklaer ma displegadenn: e saozneg e reer (war ar wikiepdia) an diforc'h etre "protogenoi diouzh un tud (strishoc'h) ha "primordial gods (ledanoc'h e ster). er pennad e brezhoneg em eus klasket kenteuziñ an daou o tisplegañ dreist-holl da betra e ra dave an termn "protogenoi" hag en ur vennegiñ al liamm etre ar brotogenoi en un doare strizh hag an doueed kentañ hervez skriveregion resis. n'on ket chalet gant ma vo troet pe get, met d'am soñj n'eo ket kevatal "protogenoi" ha "doued kentañ" diouzh un tu ha diouzh an tu all ec'h eo protogenoi un tremen teknikel anavezet war an dachenn-mañ (gant an dud a bld gant an dachenn-mañ evel-just). hag ur politikerezh ez eus a-enep da implij termenoù estren? Neal (Kaozeal) 22 Kzu 2007 da 08:20 (UTC)
- s.o. ivez: Kaozeal:Potamoi. Neal (Kaozeal) 22 Kzu 2007 da 08:27 (UTC)
- Adlavarout a ran, peogwir eo ret, n'eus ket ezhomm da dreiñ ger-ha-ger, ha n'eus nemet ober evel en holl yezhoù nemet ar saozneg. Em yezh bemdez e larfen n'eo ret lakaat skouer ar saozneg über alles met amañ ez eo ret diwall peseurt gerioù implij, neuze e larin: da uhelañ skouer dreist ar re all. Bianchi-Bihan 22 Kzu 2007 da 13:15 (UTC)
Kemmadur pe get?
[kemmañ ar vammenn]Amreizh eo an dibenn gourel liester gresianek "-oi" (da lâret eo n'eo ket -(i)où evel "tad-où"). me gave din e vefe graet ar c'hemamdur gant seurt anvioù e brezhoneg da heul ar ger-mell. Goût a ran ez eus anezhañ un termen estren met bevoc'h eo c'hoazh ar c'hemmadurioù zoken gant seurt termenoù estren e brezhoneg evit e kembraeg da skouer. Ur goulenn n'o ket n'on ket chalet na gant an eil stumm na gant egile. Neal (Kaozeal) 22 Kzu 2007 da 08:48 (UTC)
- La coca e spagnoleg a zo ar c'hoka e brezhoneg. Me larfe sistem k/c'h evit an anvioù estren hep dibenn brezhonek (met un tsigan, an dziganed abalamour d'an dibenn ed). Bianchi-Bihan 22 Kzu 2007 da 13:19 (UTC)
- Ya, merteze e vije gwell ober gant an dibenn brezhonek -ed: "protogened" kement hag ober. Ha mat e vefe dit? un diskoulm hanter-hent etre ar stumm gresianek orin rik hag an droidigezh vrezhonek. Neal (Kaozeal) 22 Kzu 2007 da 13:56 (UTC)
Ijinañ
[kemmañ ar vammenn]Gwashañ tra eo ar gerioù ijinet, evel Lukius ha Protogened, ha n'int na kig na pesked. Protogenoi a zo gregach mat, ma n'eo ket an dibab gwellañ: ne vez ket kaoz eus Protogens e saozneg moarvat? Protogened zo digomprenusoc'h c'hoazh, ha n'en deus diazez ebet er yezh evel-just. Ret eo gouzout paouez da ijinañ gerioù diezhomm. Ne vint implijet gant den ebet. Bianchi-Bihan 22 Kzu 2007 da 14:23 (UTC)
- Ijinet eo ar stumm "protogened" (kv. "Titaned") koulz hag an droidigezh - pe awenet eo bet an droidigezh gant an aotrou doue? Ijinet eo bet hag e vez c'hoazh meur a stumm e brezhoneg gwezhall hag hiziv gant tud barrekoc'h evidomp ni ha tud divarrekoc'h evidomp ni: perak ne vefe ket ijinet seurt stummoù hervez skouer ijinadennoù all? arabat klask un diskoulm n'eus forzh penaos - klaskomp kas ar gudenn ar pellañ posubl. Ne gomprena ket tre perak c'heller ober gant "Titaned" (pajenn krouet ganit - tremen bet ijinet gant unan bennak un deiz bennak, rak d'am soñj n'eo ket hennezh ur ger hengounel implijet gant ar vrezhonegerion a-vihanig abaoe keit all...) kentoc'h evit "Titanes" (Τιτάν > Τιτᾶνες) met n'haller ket ober heñvel gant "Protogened" e lec'h "protogenoi". Neal (Kaozeal) 22 Kzu 2007 da 14:39 (UTC)
- Ma sellfes ouzh ar pennad Titan e Geriadur Rostren e c'hallfes c'hoarzhin: ne oa ket da vrezhonekaat, peogwir eo brezhonek dija. Bianchi-Bihan 22 Kzu 2007 da 17:46 (UTC)
- Ijinet gant Rostren neuze? Feiz nann 'vat! Nann, sur-mat e oa bet klevet gantañ e genoù ula labourer-douer... Gwezhall e vze kaozeet kalz muioc'h diwar-benn Hellaz kozh gant Yann Vrezhoneger war a seblant. Hag ar stummoù all meneget pelloc'h? Neal (Kaozeal) 22 Kzu 2007 da 17:54 (UTC)
"Protogened": Pelec'h emañ an dalc'h?
[kemmañ ar vammenn]Ne welan ket tre pelec'h emañ an dalc'h gant implijout ar stumm "Protogened". Abegoù:
- Gant gerioù gresianek all eo bet heuliet an hevelep patrom evit o brezhonekaat: kelf gresianek + dibenn brezhonek, d.s.: Galaktofaged (bet savet gant Bianchi-Bihan); Naiadezed (idem.); Nimfezed (idem.); Hamadriadezed (idem.); Pleiadezed (idem.). Pelc'h emañ an diforc'h - ha n'on ket evit lonkañ e vefe "brudetoc'h" e-touez ar vrezhonegerion "Galaktofaged" hag "Hamadriadezed" evit "Protogened"...
- Anavezet-mat eo, d'am soñj atav, ar gwriziennoù gresianek a gaver er c'helf-mañ, d.l.e.:
- πρωτό- ("kentañ"), d.s "prototype", "protozoa"
- γέννησις ("genel" > γέν-: hevelep orin??!!), d.s "genetic", "genesis", "gene", "geneology" (skouerioù e saozneg: anavezet gant ar vrezhonegrion dre ar galleg hep mar ebet).
Abegoù kontrol resis?
A galon, Neal (Kaozeal) 22 Kzu 2007 da 17:17 (UTC)
- Kaoz zo bet eus an nimfezed hag all pell zo, gerioù zo e-barzh Geriadur Vallée. Sellout ouzh ar pajennoù kaozeal.
- Prest on da gaout alioù db penaos treiñ Galaktofaged. Ha da gaozeal eus se war ar bajenn-hont. Bianchi-Bihan 22 Kzu 2007 da 17:46 (UTC)
- N'on ket chalet gant an tremenoù-se na tamm ebet rak war a welanint bet savet en un doare poellek-tre o toujañ da reolñennoù morfologel boas ar brezhoneg bet lakaet e pleustr gwezh ha gwezh all evit brezhonekaat gerioù amprestet digant yezhoù estren. N'eo ket kaozeal diwar ar fenn eo a fell din ober, evel ma komprenez mat-tre, met kentoc'h klask kompren perak e c'heller ijinañ gerioù resis war un dachenn bennak o lakaat da dalvezout reolennoù resis met n'haller ket heuliañ an hvelep skouer gant gerioù all. Marteze peogwir eo bet ijinet lod ganit (da vezañ degemeret evel-just) ha lod all ganin (da vezañ skarzhet evel-just), pe marteze a-walc'h ivez peogwir implijout ar stumm "protogened" a dalvezfe kement ha diskoulmñ ar gudenn resis-mañ ha gllout mont war-raok?
- Boñ, sklaer an traoù evidon. O c'hortoz ali ar re neuze. Neal (Kaozeal) 22 Kzu 2007 da 18:00 (UTC)
- Diskouez din peseurt gerioù am eus ijinet. A-hend-all n'eo nemet ur falstamall.
- Ma kerez e rin listenn ar gerioù ijinet ganit da geñveriañ. Bianchi-Bihan 22 Kzu 2007 da 18:14 (UTC)
- YAWN: Gra ma kerez, da afer-te an hini eo m'ac'h eus amzer da goll. Amañ avat n'eo ket hennezh an dalc'h. Evit ar wezh diwezhañ: perak n'haller ket (kenderc'hel da) sevel stummoù brezhonekaet evel "Protogened" diwar an hevelep patrom kelf gresianek + dibenn liester brezhonek -ed dres evel m'eo bet graet meur a wezh all dija (er geriadurioù pe get...) ha ganit-te ivez. Neal (Kaozeal) 22 Kzu 2007 da 18:24 (UTC)
- Roet em eus ma ali: echu ganin. Pa grog an dud da vezañ dichek.Bianchi-Bihan 22 Kzu 2007 da 18:28 (UTC)
Galaktofaged: fent
[kemmañ ar vammenn]Bremañ e teu da soñj din (ret e oa bet din gwelout an tamm diverket gant Benoni evit kaout soñj) em boa kavet fentus an anv (ha n'ouzon ket ha pennadoù zo er wikipediaoù all), ha n'em boa ket bet c'hoant da dreiñ: blaz Rabelais a gaven gant ar ger. Met ar fent ne blij ket d'an holl. Met se a ouien dija abaoe pell zo: [[1]]. Diverkañ ar fent: [[2]].Bianchi-Bihan 22 Kzu 2007 da 18:14 (UTC)
- War un holloueziadur emeur amañ ha pas war ur fentopedia. Benoni (Kaozeadenn) 22 Kzu 2007 da 18:19 (UTC)
- Ur rummad: fent zo koulskoude, graet evit ar chas (bulldog hag all)? Bianchi-Bihan 19 Gen 2008 da 13:48 (UTC)