Ananke

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ananke (Ἀνάγκη /Anánkê e gregach) e oa doueez an Tonkadur, ar Red digemm, personelaet e relijion Hellaz kozh.

Mamm e oa d'ar Moirai ha da Adrastea. Ne veze ket azeulet ken na deuas ar relijion orfeek.

Brudet e voe gant an enskrivadur a zo en iliz-veur Pariz, a lakaas Victor Hugo da skrivañ e levr Notre-Dame-de-Paris.

E Roma[kemmañ]

Gant ar Romaned e oa Necessitas hec'h anv. Tostaet eo bet hec'h anv d'ar ger brezhonek Ankoù.