Bulldog
Neuz
Ar bulldog, anavezet evel English Bulldog pe British Bulldog, zo ur c’hi mentet krenn, a orin eus Bro-Saoz. Krouet e voe ar ouenn en XIIIvet kantved pa veze aozet emgannoù etre ki ha tarv, anvet "bull-baiting". Berzet e voe ar c'hoari-se ha darbet e voe d'ar ouenn mont da get.
Hiziv n'eo ket ur c'hi emgann ken (re all zo), ur c'hi sioul ha dinoaz eo.
Gouennoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Graet e vez an anv bulldog eus gouennoù all deuet eus homañ. A-wechoù e vez disheñvel a-walc'h ar chas-se diouzh gwelet:
- an Old English Bulldog, aet da get
- an Olde English Bulldogge, adkrouidigezh ar ouenn aet da get
- Toy Bulldog, aet da get
- French Bulldog, pe Bulldog gall
- Bull Terrier
- an American Bulldog
- an Australian Bulldog
- ar Valley Bulldog