Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Potamoi

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Liester pe unander?: "Potamoi (eus ar gregach: Ποταμοι, "stêrioù"; e latin: Fluminaepotamos)". Kemmet.

pa droer (kv. Kaozeal:Protogenoi ha Kaozeal:Dodekatheon, perak chom hep treiñ "doued ar stêrioù"? pe brezhonekaet "Potamosed"?
a-du on-me evit ober gant "Potamoi" evel-just, rak evel-se e vezont anavezet gant an dud a bled gant an dachenn-mañ (gant ar re all, "Yann Vrezhoneger") n'on ket re sur avat. Neal (Kaozeal) 22 Kzu 2007 da 08:25 (UTC)[respont]
Hm, krouet e oa bet ganit ur rummad gantañ da ditl Rummad:Doueed-stêrioù. Petra eo an diforc'h etre "doueed -stêrioù" ha "potamoi"? Neal (Kaozeal) 22 Kzu 2007 da 08:32 (UTC)[respont]
Gouzout a rez petra eo ar respont eveldon.
Un amzer zo bet e vezen o labourat aketus dre amañ, ha gwech an amzer e vezen kaset da bourmen te 'oar 'walc'h gant piv.
Gant ur 500 pennad krouet em eus bet poan o heuliañ a-wechoù, ha n'em eus ket mezh o lavarout e c'hall bezañ bet dislavar ganin amañ pe ahont ur wech an amzer, hag e vije un tamm urzh da lakaat em stlabez (ha ne serrin ket ma c'hont peogwir em eus skrivet stlabez).
Ma vez kemmet tra pe dra a bouez er pennadoù am eus labouret warno e ouzon e c'hallan kontañ start war ar spered kenemglev a zo er wikipederien hag a vir outo a walldeodiñ ha flatrañ er c'hornioù distro.
Ha prest on da gemm er sizhun a zeu, da lakaat ar Potamoi da vezañ doueed-stêrioù. Bianchi-Bihan 22 Kzu 2007 da 13:00 (UTC)[respont]