Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Rummad:Dodekatheon

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne vije ket tu da dreiñ e brezhoneg anv ar rummad? Bianchi-Bihan 21 Kzu 2007 da 17:13 (UTC)[respont]

Peurvuiañ ne gaser ket an dud da lenn ur pennad goullo. N'eo ket un abeg da ziverkañ? Bianchi-Bihan 21 Kzu 2007 da 17:16 (UTC)[respont]

Marteze e vo savet ar pennad-se prim a-walc'h, piv 'oar? evel-just e c'hellfer treiñ anv ar rummad e brezhoneg, met ne welan ket tre perak dre m'eo brudet dre ar bed a-bezh (nemet e Breizh marteze) an termen "dodekatheon" ha d'am soñj eo kalz berroc'h evit "Daouzek Doue ha Doueez Olimp"... Ur wezh ma vo bet savet ar pennad e vo kalz aesoc'h kompren da betra e ra dave an termen evit ar re na oar ket. Neal (Kaozeal) 21 Kzu 2007 da 17:25 (UTC)[respont]
Marteze c'hellfer ivez "treiñ" e brezhoneg an anv "Hellaz" a gaver un tammig e pep lec'h keit ha m'emeur ganti? Ne welan ket tre an diforc'h. Neal (Kaozeal) 21 Kzu 2007 da 17:32 (UTC)[respont]
D'am soñj eo un tamm buan lavaret eo "brudet er bed a-bezh": e-touez ar re a studi an danvez, ha n'int ket ar bed a-bezh, hag ar re a oar un tamm gregach, ha n'int ket ivez. Meur a "ved a-bezh" zo moarvat. Met n'eo ket aze emañ an dalc'h: soñjal a ran-me er vrezhonegerien yaouank (ret da unan bennak ober ur wech an amzer) a c'hallfe, piv oar, implij wikipedia. Ma ne gomprenont ket gregach amañ ez aint da welout ur yezh all. Sur ha n'eo ket marteze.
Klask dilec'hiañ ar gudenn (perak, ma Doue?) eo komz eus Hellaz: ma n'emañ ket ez keriadur brezhoneg-te emañ em hini.
Er wikipediaoù all e vez graet gant an anv Dodekatheon, ken sur eo?
Hag echu dre eno evidon.

Bianchi-Bihan 21 Kzu 2007 da 17:42 (UTC)[respont]

Peseurt diforc'h a zo etre dodekatheon ha Doueoù olimpat? Benoni (Kaozeadenn) 21 Kzu 2007 da 17:46 (UTC)[respont]
Diforc'h ebet. Hennezh eo an termen gresianek a reer gntañ peurliesañ war tachenn ar studioù klasel. N'on ket a-enep ar c'hemm (hag asantet o bet dre genemglev?). A-wezhoù e implijer gerioù estren war tachenn resis ha daosut ha ma c'heller o zreiñ peurliesañ ne reer ket, d.s. Kerygma (bez' e c'heller treiñ "prezegenniñ") ; Agape (da vezañ troet "karantez"?); Hieros Gamos (penaos treiñ?); Apofoniezh ("Kemm gwrizienn"?); Troika ("triad"?); latte ("kafe dre leizh"?); Cappuccino ("kafe gant spoum"). D'am soñj e vefe mat ober an diforc'h etre termenoù boutin ha termenoù teknikel - en ur sevel adkasoù bewezh mar bez ezhomm evel-just. Neal (Kaozeal) 21 Kzu 2007 da 18:07 (UTC)[respont]