Erebos

Eus Wikipedia
Protogenoi

C'haosAitherGaiaOuranosHemeraC'hronosErosErebosNyksOfionTartaros

Erebos (Ἔρεϐος / Erebos e gregach, Erebus e latin), a oa al lec’h teñvalañ ha pellañ eus an Ifernioù, ha war un dro ar stêr a dremen dre al lec'h teñval-se.

Dont a reas da vezañ un dudenn, mab da C'haos ha breur da Nyks. O-daou int tad ha mamm da Aither (lein an oabl) hag Hemera (an Deiz).

Menegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv zo anezhañ e Theogonia Hesiodos. Hervez Hyginus e oa tad Geras.

Ifernioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skoazell a roas d’an Ditaned pa emsavjont enep d’an doueed hag abalamour da se e voe skoet en Ifernioù, troet e stêr, hag en ul lec'h teñval, etre bed ar re vev hag an Hades, ma rank ar re varv tremen.

Hag ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Menez Erebus eo anv ar menez-tan en enez Ross en Antarktika.
  • Erebus eo anv romant Shaun Hutson embannet e 1984.
  • Erebus zo anv un demon er skornegi el levr Book of the New Sun gant Gene Wolfe.
  • Meneget eo anv Erebus e barzhoneg Shakespeare deuet da vezañ ur ganaouenn gant Ralph Vaughan Williams:
"The man that hath no music in himself,
Nor is not mov'd with concord of sweet sounds,
Is fit for treasons, stratagems and spoils;
The motions of his spirit are dull as night
And his affections dark as Erebus:
Let no such man be trusted."