Ifernioù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Ifernioù (anv lies, disheñvel diouzh an Ifern, anv unan) a oa unan eus an anvioù a veze graet eus al lec'h ma 'c'h ae an dud da chom war-lerc'h o marv hervez mojennoù Hellaz kozh. Dindan an douar emañ al lec'h-se, hag eno emañ an doue Hades o ren. Se zo kaoz e vez graet anv eus "rouantelezh Hades" a-wechoù, hag eus an Hades zoken, pa gomzer eus ar vro-hont.


Penaos emañ ar bed eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a gornad zo eno war a hañval:

Etre an Ifernioù (pe an Haides) ha bro an dud vev ez eus ur stêr (pe meur a hini hervez an dud):

Pa vez bet douaret an dud evel a zo dleet e vezont lakaet da dreizhañ ar stêr gant C'haron war e skaf, goude paeañ ur gwennegig dister. Diwar-se eo e teu ar boaz da lakaat ur pezh e genoù ar re varv. Teir stêr all a dremen dre an Ifernioù:

E toull an nor emañ ar c'hi Kerberos, a vir ouzh an dud varv da vont kuit. Koulskoude ez eus bet gwelet tud o kuitaat al lec'h dizamant:

Ulises zo bet tost da vont e-barzh, e trovezh an "Nekyia".

Meur a zor zo d'an Ifernioù:

Tri barner zo

Ganto e vez degemeret an dud varv ha lavaret dezho da belec'h mont, ha chom, a-hed ar beurbadelezh.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.