C'haron

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
C'haron, hervez Michelangelo Buonarotti.

C'haron (henc'hresianeg: Χάρων Khárôn) a oa an treizher kozh divarvel, hervez mojennoù Hellaz kozh, a gase an dud varv, pe gentoc’h o skeud, war e skaf, a-dreuz ar stêr Styks, etrezek ribl an Ifernioù.

Ken pizh e oa C'haron ma ranke an dud paeañ an dreizhadenn, ha se zo kaoz e veze lakaet ur pezh e genoù an dud varv, evit reiñ o skodenn dezhañ.

C'haron o treuziñ ar Styks, gant Joachim Patenier, 1515-1524, mirdi ar Prado (Madrid).