Mirdi ar Prado

Eus Wikipedia
Talbenn Mirdi ar Prado

Mirdi ar Prado zo unan eus pouezusañ mirdioù ar bed e Madrid, kêr-benn Spagn.

Eno e c'haller gwelout taolennoù meur Diego Velázquez ha Francisco Goya, ha re bouezusañ istor al liverezh e Spagn, evel El Greco, José Ribera, Murillo, hag ivez oberennoù eus livourien veur Europa, evel Tizian, Paolo Veronese, Rubens pe Rembrandt.