Pieter Pauwel Rubens

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Rubens)
Peter Paul Rubens gant Isabella Brant
Alte Pinakothek, München
Deskadurezh Maria Medicis
1621-1625, Palez Luksembourg, Pariz

Pieter Pauwel Rubens (distaget [ˈrybə(n)s] e nederlandeg), hag a zo anavezet ivez evel Peter Paul, Pierre Paul, Petrus Paulus, Pedro Paulo, Pietro Paulo, a oa ganet d'an 28 a viz Mezheven 1577, deiz gouel an Ebestel Pêr ha Paol, e Siegen e Westfalia, hag a varvas d'an 30 a viz Mae 1640 en Antwerpen, a oa ul livour flamank barok.

Siegen a oa en Impalaeriezh santel roman ha german, ha 300 km eus Antwerpen. E dad, Jan Rubens (1530-1587), a oa un alvokad protestant mat ar stal gantañ, hag e vamm, Maria Pypelinckx (1537-1608), o devoa kuitaet Antwerpen (en Izelvroioù spagnol) evit tec'hel rak an heskinadur relijiel. E 1589, daou vloaz war-lerc'h marv e dad, e tistroas Rubens hag e vamm da Antwerpen, ma voe badezet hervez al liderezh katolik.

En Antwerpen e voe lakaet gant e vamm da studiañ al liverezh eus 1589 betek1598 gant livourien veur eus an amzer. Aliet e voe ganto da vont da Italia eus 1600 da 1608 da studiañ arz an Azginivelezh italian. Bet e voe o chom e Genova, Mantova, Venezia ha Roma ma veze oc'h eilivañ oberennoù Raffaello, Caravaggio, ha Tizian dreist-holl, abalamour d'an diroll a livioù gantañ.

Ouzhpenn flandrezeg e ouie alamaneg, galleg, italianeg, spagnoleg ha latin.

Eus 1609 da 1626 e voe dimezet da Isabella Brandt, ha 3 bugel o doe : Clara Serena, Albert ha Nikolas.

Goude e timezas da Hélène Fourment e 1630, ha genel a rejont: Clara Johanna, François, Hélène ha Pierre Paul.

Eus 1609 da 1621 e voe livour ofisiel lez Alberzh hag Isabela, adroueed an Izelvroioù spagnol, hini lez an Infanta Isabella eus 1621 betek 1633, eus lez ar c'hardinal infant Ferdinand eus 1636 betek 1640.

E 1624 e voe noplaet gant roue Spagn, Fulup IV, hag anvet da varc'heg gant ar roue saoz Charlez Kentañ, d'e drugarekaat eus e labour diplomat evitkas da benn ar feur-emglev etre Spagn ha Saoz.

Roet e voe dezhañ da livañ terest ti ar banvezioù e Palez Whitehall e Bro-Saoz. Met ar brasañ labour roet dezhañ a voe an 60 livadur evit an Torre de la Parada, pavilion-chase ar roue spagnol Fulup IV (Metamorfozoù Ovidius).

Evel kalz livourien veur en deus bet Rubens darbarerien pe skoazellerien e-leizh.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • War-dro 1616 : Penn ur bugel (hini Clara Serena, a greder, merc'h henañ an arzour), eoullivadur war lien, lakaet ouzh un daolenn goad, 33 x 26,3 cm ; Vaduz, Liechtensteinische Staatliche Kunstsammlung.
  • War-dro 1627-1628 : Ar Werc'hez hag he mabig gant sent war o zro, eoullivadur war goad, 80,2 x 55,5 cm ; Berlin, Staatliche Museen, Gemäldegalerie.
  • 1629-1630 : Alegorienn war bennozhioù ar peoc'h, eoullivadur war lien, 203,5 x 298 cm ; Londrez, National Gallery.
  • 1635-1636 : Barnadenn Paris, eoullivadur war lien, 144 x 190cm, Londrez, National Gallery.
  • War-dro 1639 : Emboltred, eoullivadur war lien, 109,5 x 85 cm ; Wien, Kunsthistorisches Museum.
  • 2006-2007 : An diskenn diwar ar groaz, 4,25 x 2,95 m, Lille, Musée des Beaux-Arts.
  • War-dro 1617 : Frankiz ar merc'hed

Livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Taolennoù relijiel pe awenet gant ar Bibl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Testamant kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Testamant nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poltredoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Henamzer Hellaz ha Roma[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Studiennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eilerien gantañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livañ tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livañ loened[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livañ maezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskibl all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Abraham van Diepenbeck (1599-1675)

Engraverien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rubens a lakaas engravourien a-leizh da voullañ e oberennoù. Anavezet eo ar re-mañ dreist-holl :

  • Christoffel Jegher
  • Willem Swanenburg
  • Jacob Matham
  • Soutman
  • Paul Dupont (Pontius)
  • Witdoeck
  • Marinas
  • Boetius Adam Bolswert (Bolsward, 1580 - Anvers, 1633)
  • Schelte Bolswert(Bolsward, ~1586 - Anvers, 1659)

Levrioù diwar e benn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • La Gloire de Rubens, de Philippe Muray, Grasset, 1991
  • Rubens, Correspondance, Paris, 2006
  • Rubens, de Charles Scribner III, Le Cercle d'art, 1993
  • Rubens, sa vie, ses œuvres, Max Rooses, Flammarion, non daté début XXème.

Hag ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]