Andromeda
Andromeda (Ανδρομέδη /Andromeda e gregach), pe Andromede (Ἀνδρομέδα, Andromédē), merc'h Kefeüs ha Kassiopeia, roue ha rouanez Aithiopia, a oa ur vaouez e mojennoù Hellaz kozh, hag a voe saveteet a-dre skilfoù un euzhvil-mor gant Perseüs, hag a zimezas gant he saveteer.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a raje an anv diwar Ανδρομέδη /Andromedē, savet diwar ανδρος (andros, den, gour) ha μηδομαι /mēdomai "soñjal". Talvezout a ra "soñjal en ur gwaz", met gerdarzhioù all zo bet kinniget.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He mamm Kassiopeia he devoa poufet e oa ken koant hag an Nereidezed, ma savas droug e Poseidon, doue ar mor, a gasas dour-beuz d'ar vro, hag un euzhvil a rene war ar mor, ma ne c'halle den mont war vag ken.
Diouganañ a reas beleg an doue Ammon ne vije peoc'h ebet digantañ ken na roje ar roue e verc'h Andromeda d'an euzhvil. Neuze e voe staget ar plac'h kaezh ouzh ur garreg war an aod. Dres d'ar poent-se edo Perseüs, war e varc'h askellek, o tistreiñ eus lazhañ Gorgon, hag o tremen damdost, pa glevas hirvoudoù ar goantenn. Hastañ buan a reas ober e stal d'an amprevan, distagañ ar fulenn, dimeziñ ganti, petra bennak ma oa bet prometet d'ur paotr yaouank all, Fineüs e anv.
En eured e savas kann etre an daou baotr, ha troet e voe Fineüs e maen, tra ken 'met o welout penn Gorgon (hervez Metamorfozoù Ovidius). War-lerc'h an eured ez eas Andromeda gant he fried da Diryns, en Argolis. Eno e voent hendad ha henvamm lignez ar Berseided.
C'hwec'h mab hag ur verc'h o doe:
- Perses, brudet da vezañ hendad ar Bersed
- Alkaios
- Heleios
- Mestor
- Sthenelos, a oa tad Eurystheüs
- Elektryon
- Gorgofone, o merc'h nemeti.