Dresden
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.




Dresden (Drježdźany e sorabeg) zo ur gêr-arondisamant eus Alamagn, ha kêr-benn Bro-Saks eo. Eil kêr vrasañ al Land eo ivez, goude Leipzig. 790 000 annezad zo en tolead kêr, ha war-dro 1,34 milion er veurgêr. War ribl ar stêr Elbe emañ. Hini brasañ Alamagn eo he marc'had Nedeleg, hag unan eus ar re goshañ er bed.
En Emgann Dresden e voe trec'h Napoleone Buonaparte war ar C'hwec'hvet Kenunaniezh d'ar 27 a viz Eost 1813. Lazhet e voe 25 000 den ha distrujet e voe ar c'hreizkêr gant bombezadenn an Amerikaned hag ar Vreizhveuriz e fin an Eil Brezel-bed. Adsavet e voe ul lodenn eus ar c'hreizkêr istorel avat. Goude Adunanidigezh Alamagn e 1990 eo deuet Dresden da vezañ en-dro ur greizenn sevenadurel, kelenn ha politikel.
Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Coventry (Bro-Saoz) abaoe 1959
Sant-Petersbourg (Rusia) abaoe 1961
Wrocław (Polonia) abaoe 1963
Skopje (Makedonia) abaoe 1967
Ostrava (Tchekia) abaoe 1971
Brazzaville (Republik Kongo) abaoe 1975
Firenze (Italia) abaoe 1978
Hambourg (Alamagn) abaoe 1987
Rotterdam (Izelvroioù) abaoe 1988
Strasbourg (Elzas) abaoe 1990
Salzbourg (Aostria) abaoe 1991
Columbus (Ohio) (SUA) abaoe 1992
Hangzhou (Sina) abaoe 2009
Tud brudet liammet gant Dresden
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e Dresden
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Maria Josepha von Sachsen (1731-1767), priñsez, mamm Loeiz XVI, Loeiz XVIII ha Charlez X
- Otto Dix (1891-1969), livour
- Uwe Tellkamp (1968-), mezeg ha skrivagner
Marvet e Dresden
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Caspar David Friedrich (1774-1840), livour romantel
- Friedrich Paulus (1890-1957), Generalfeldmarschall trec'het ha skrapet gant an Arme Ruz d'an 31 a viz Genver 1943 e Stalingrad
Bet o chom e Dresden
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fiodor Dostoievski (1821-1881), romantour rusian, etre 1862 ha 1863, lakaat a reas e verc'h da vezañ badizet en Iliz rusian Dresden
- Johann Wolfgang von Goethe (1749-1832), romantour, dramaour, barzh ha skiantour (miz Gwengolo 1790, Körnerhaus)
- Henrik Ibsen (1828-1906), c'hoarivaour norvegat (etre 1868 ha 1874)
- Heinrich von Kleist (1777-1811), skrivagner ha c'hoarivaour prusian
- Wolfgang Amadeus Mozart (1756-1791), sonaozour aostrian, (1787, 1789)[1]
- Friedrich Schiller (1759-1805), barzh, (etre miz Gwengolo 1785 ha 1787, Körnerhaus)
- Arthur Schopenhauer (1788-1860), prederour, (etre 1814 ha 1818)
- Robert Schumann (1810-1856), sonaozour ha pianoour
- Richard Wagner (1813-1883), sonaozour ha penn laz-seniñ
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Mozart in Sachsen e Sächsische Mozart-Gesellschaft e.V..
| ||||||||||||||||
| Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |