Remscheid
Neuz

Remscheid zo ur gêr-arondisamant (Kreisfreie Stadt) e stad Nordrhein-Westfalen, en Alamagn. Emañ e distrig Düsseldorf, e tolead greantel ar Ruhr, e torgennoù ar Bergisches Land. E dibenn 2010 e oa 110 563 a annezidi o chom enni.
Kavout a reer meneg eus kêr Remscheid er skridoù adalek 1217. E-pad meur a gantved e voe e Dugelezh Berg. Adalek 1815 e voe Remscheid e Prusia. E-pad an XIXvet kantved e kreskas kalz ar gêr vihan, p'en em stalias labouradegoù mekanikoù enni.
Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemper (Breizh) abaoe 1971
Wansbeck (Bro-Saoz) abaoe 1978
Prešov (Slovakia) abaoe 1989
Pirna (Alamagn) (Sachsen) abaoe 1989
Schmalkalden (Alamagn) (Thüringen) abaoe 1989
Mrągowo (Polonia) abaoe 1997
|