Dugelezh Berg

Eus Wikipedia
Dugelezh Berg
historical territory, state in the Holy Roman Empire
Deiziad krouiñ1101, 1423 Kemmañ
Yezh ofisielalamaneg Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadImpalaeriezh santel roman german Kemmañ
Kêr-bennDüsseldorf Kemmañ
Daveennoù douaroniel51°12′26″N 6°48′45″E Kemmañ
Renad politikelmonarkiezh hollveliek Kemmañ
Erlec'hiañ a raQ2175080, Q877539, Q1206576, Q759091 Kemmañ
Deiziad divodadur1815, 1806 Kemmañ
Rummad tostCounty of Berg Kemmañ
Map
Dugelezhioù unanet Jülich-Kleve-Berg
war-dro 1540

Dugelezh Berg, a oa Kontelezh Berg etre 1101 ha 1380, a oa un dugelezh en Impalaeriezh santel roman german, war lez dehoù ar Roen. Düsseldorf e oa ar gêr-benn anezhi. Padout a reas eus an XIIvet kantved betek dibenn an XIXvet kantved.

E 1800 e oa 262 000 a dud oc'h annezañ 2 975 km² Dugelezh Berg.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Edo Dugelezh Berg war lez dehoù ar stêr Roen etre Vest Recklinghausen, abati Essen, abati Werden, kontelezh Marck, dugelezh Westfalen, stad Köln, priñselezh Moers ha dugelezh Kleve.

Ouzhpenn Dusseldorf e oa kêrioù bras Elberfeld ha Barmen.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Konted Berg, deuet war wel e 1101, a oa ur skourr eus an dierniezh Ezzonen, ganet e Lotaringia en IXvet kantved. E 1160 e voe rannet o domani ha krouet e voe kontelezh Mark, a voe adkemeret er XVIvet kantved. E 1280 ez eas lez ar gonted, a oa e Schloss Burg war lez ar stêr Wupper, da gêr Züsseldorf.

E-touez galloudekañ konted Berg e oa Engelbert II Berg, drouklazhet d'ar 7 a viz Du 1225.[1],[2] hag ar c'hont Adolf VIII Berg a voe trec'h en emgann Worringen a-enep Kontelezh Gelder e 1288.

Proviñs Jülich-Kleve-Berg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1815, goude Kendalc'h Vienna, e teuas Berg da vout ur broviñs e Rouantelezh Prusia: Proviñs Jülich-Kleve-Berg. E 1822 e voe unanaet ouzh Dugelezh-veur ar Roen Izel d'ober Proviñs ar Roen.

Konted ha Duged Berg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dugelezh Berg e 1696
Kartenn gant Nicolas Sanson
Dugelezh-veur Berg e 1812
Skoed an tiegezh Berg
Skoed Joachim Murat
Dug-meur Berg ha Kleve

Tiegezh Ezzonen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tiegezh Berg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tiegezh Limburg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tiegezh Jülich(-Heimbach), konted[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-unan gant Ravensberg

Tiegezh Jülich(-Heimbach), Duged[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-unan gant Ravensberg (nemet e 1404–1437) ha goude 1423 a-unan gant dugelezh Jülich

Tiegezh La Marck, Duged[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adal 1521 rann eus Dugelezhioù unanet Jülich-Kleve-Berg

Tiegezh Wittelsbach, Duged[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unanet gant Jülich ha Pfalz-Neuburg, adal 1690 gant Pfalz ivez, adal 1777 gant Bavaria ivez

Duged-veur gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pixton, Paul B. (1995). The German episcopacy and the implementation of the decrees of the Fourth Lateran Council : 1216–1245 : watchmen on the tower. Leiden u.a. : Brill. 210 p. ISBN 978-9004102620. 
  2. Butler, Alban (2000). Butler's Lives of the Saints., New full, Collegeville (Minn.) : Liturgical Press. 56 p. ISBN 978-0814623879.