Kontelezh Mark

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kontelezh Marck, e 1791, gant Friedrich Christoph Müller.

Kontelezh Mark (Grafschaft Mark pe Die Mark en alamaneg; Comté de La Marck e galleg) a oa ur gontelezh en Impalaeriezh santel roman german, en daou du d'ar stêr Ruhr, a-hed ar stêrioù Volme ha Lenne, ha konted Mark a oa an aotrouien c'halloudusañ e Westfalia en amzer-hont.

E deroù ar XVvet kantved e voe ebarzhet en Niederrheinisch-Westfälischer Reichskreis pe Kelc'hiad Izelroenat-Westfalian.

Lec'hiadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn eus dugelezhioù Kleve, Berg, Juliers ha Mark, e 1477.

En norzh dezhi e oa priñselezh Münster, er reter dugelezh Westfalen, er su hag er c'hornôg e oa dugelezh Berg.

Ar pennañ kêrioù e oa Hamm, Soest hag Iserlohn

Dugelezhioù unanet Jülich-Kleve-Berg

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e voe ar gontelezh diwar kontelezh Altena, roet gant Adolf II, kont Berg, d'e vab Eberhard. Kreskiñ o zachenn a reas an diskennidi war-du an hanternoz. War-dro 1200 e kemeras Adolf Iañ an titl a gont Mark. En 1368 e tegouezhas kontelezh Kleve gant e ziskennidi, a voe savet da zugelezh en 1417 ; da neuze edo kontelezh Mark dindan dugelezh Kleve. En 1614 e tegouezhas gant Tiegezh Brandenburg. En 1701 e teuas dilenner Brandenburg da vezañ Roue Prusia. En 1807 e voe ebarzhet e dugelezh Berg, hag e 1815 e voe roet da Brusia en-dro.

Konted Mark[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tiegezh Mark zo ur skourr eus Tiegezh Berg. Ur skourr all eus Tiegezh Berg (koshoc'h hogen bihanoc'h he fouez en istor Europa) a deuas da vout konted Isenberg, ha goude konted Limburg ha Limburg Styrum.

Tiegezh Hohenzollern[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aet gant Bro-C'hall e 1807 dre Feur-emglev Tilsit, ebarzhet e Dugelezh-veur Berg.

Hiziv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chomet eo an anv Mark en anv Märkischer Kreis er c'hreisteiz d'ar stêr Ruhr e Nordrhein-Westfalen, en Alamagn. Rann hanternoz ar gontelezh (en hanternoz d'ar stêr Lippe) a vez graet Hohe Mark ("Mark Uhelañ") anezhi, e-skoaz ar "Mark Izelañ" (etre Ruhr ha Lippe) a zo tostik en he fezh e tachenn ar Ruhr.