Napoléon Louis Bonaparte
Napoléon Louis Bonaparte ( Napoleon Lodewijk II Bonapartee nederlandeg) a oa ganet e Pariz, d'an 11 a viz Here 1804 , hag a varvas e Forlì, en Italia, d'ar 17 a viz Meurzh 1831.
Mab e oa da Louis Bonaparte, roue Holland ha breur an impalaer Napoleon, ha da Hortense de Beauharnais, a oa merc'h da Joséphine de Beauharnais.
Breudeur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daou vreur en doa:
- Napoleon Charles, e vreur henañ, a varvas e 1807, d'e 4 bloaz. Gant se eo eñ a oa da vezañ roue da varv e dad.
- Louis Napoléon a oa da vezañ Napoleon III
Roue[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roue Holland e voe e-pad un nebeud devezhioù en e vugaleaj, e 1810, war-lerc'h e dad, evel Lodewijk II.
E 1815, goude emgann Waterloo e rankas mont d'an harlu.
Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dimeziñ a reas d'e geniterv Charlotte Bonaparte, merc'h da Giuseppe Buonaparte, breur henañ Napoleone Buonaparte, a voe impalaer ar C'hallaoued.
Carbonaro e oa, ha gant e vreur Louis Napoléon e reas un irienn e Roma e 1830. Kuit e voent kaset. E 1831 e kemeras perzh en emsavadeg an dugelezhioù e-kreiz Italia. Mervel a reas en emgann Forlì a-enep an Aostrianed.
Beziet eo e Saint-Leu-La-Foret, en Île-de-France.