Charlotte Bonaparte

Eus Wikipedia

Charlotte Napoléone Bonaparte (1802 – 1839) a oa ur briñsez c'hall, nizez d'an impalaer gall Napoleone Buonaparte.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Giuseppe Buonaparte, a voe roue Spagn. He zad e oa breur henañ Napoleone Buonaparte, hag he mamm e oa Julie Clary, c'hoar da Désirée Clary, mestrez kentañ Napoleone.

Charlotte a zimezas d'he c'henderv Napoléon-Louis Bonaparte, mab da Luigi Buonaparte, a oa bet lakaet da roue Holland, ha da Hortense de Beauharnais, e 1826.