Emgann Waterloo
| Emgann Waterloo | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Tamm eus Brezel ar Seizhvet Kengevread etre an Impalaeriezh C'hall hag ar broioù kengevreet | |||||||
Emgann Waterloo gant Robinson | |||||||
| |||||||
| Emgannerien | |||||||
| Ar Seizhvet Kengevread: | |||||||
| Pennoù-brezel | |||||||
| Dug Wellington Gebhard von Blücher | Napoleon Bonaparte | ||||||
| Niver a emgannerien | |||||||
| Kolloù | |||||||
| Arme Wellington
3 500 den marv 4400 gloazet 1400 steuziet | 24000-26000 marvet / gloazet 6000-7000 prizoniad. 15 000 steuziet | ||||||
Emgann Waterloo a c’hoarvezas d’an 18 a viz Mezheven 1815 e-kichen Waterloo, ur gêriadenn eus Brabant (hiziv e Belgia) a oa en Impalaeriezh C'hall en amzer-se. En em gannañ a reas arme an Impalaeriezh c'hall kentañ, renet gant an impalaer gall Napoleone Buonaparte, a-enep un emglev savet etre arme ar Rouantelezh-Unanet, renet gant Dug Wellington, hini Prusia, renet gant Gebhard Leberecht von Blücher ha stadoù all kevreet ganto evel Rouantelezh an Izelvroioù, Rouantelezh Hannover, Priñselezh Braunschweig-Lüneburg.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1814 e oa bet rediet Napoleon da zilezel ar galloud, ha harluet e oa bet en Enez Elba, er Mor Kreizdouar, er-maez da Toskana. E 1815 en doa kuitaet an enez, ha dilestret e oa e Provañs. Ac'hano e oa aet da Bariz ma c'hallas adkemer ar galloud, goude tec'het ar roue Loeiz XVIII e miz Meurzh 1815. Meur a hini eus ar Stadoù european a oa bet oc'h ober brezel dezhañ er bloavezhioù a-raok a gemeras perzh neuze er Seizhvet Kenunaniezh da enebiñ outañ, ha kroget e oant da sevel o armeoù adarre. Luioù Wellington ha Blücher a oa o c'hortoz nepell diouzh harzoù Bro-C'hall. Soñjet en doa Napoleon e c'hellfe tagañ pep arme eus e du a-raok ma vefent unvanet da aloubiñ Bro-C'hall gant harp armeoù all ar Genunaniezh. D'ar 16 a viz Even e oa deuet Napoleon a-benn da dagañ darn arme Prusia e-kerzh Emgann Ligny ; ar re-se a oa kilet d'ar 17 a viz Even er biz. Siwazh evit Napoleon e oant kilet en urzh vat hag a-stur gant arme Wellington. Napoleon en doa kaset un trede nerzh a-dreñv ar Brusianed, ar pezh a zegasas Emgann Wavre gant penn a-dreñv an arme brusian d'an 18-19 a viz Even. An nerzhioù gall-se n'o devoa ket kemeret perzh en Emgann Waterloo. D'ar 16 a viz Even, ul lodenn vihan eus an arme C'hall he doa kemeret perzh en Emgann Quatre Bras en ur stourm a-enep un nerzh saoz ha kevredet. Deuet e oa a-benn ar re saoz-kevredet da zerc'hel penn betek ar 16 a viz Even, met dre ma oa kilet ar Brusianed e oa bet rediet ivez Wellington d'en ober betek Waterloo, a oa bet tizhet d'ar 17.
Trec’het e voe arme an Impalaeriezh C'hall ha lakaet e voe fin evel-se da striv Napoleon da zont d’ar galloud en-dro goude bezañ tec’het diouzh enez Elba. Ur wech faezhet Napoleon en emgann Waterloo e voe kaset d’an harlu da enez Saint Helena.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Euro coin row: France wins the battle, Belgium wins the war, tabut tro-dro ur pezh-moneiz e koun an emgann, The Guardian, 10/06/2015
