Mont d’an endalc’had

Seizhvet Kenunaniezh

Eus Wikipedia
Waterloo, gant Denis Dighton.

Ar Seizhvet Kenunaniezh zo un emglev-brezel e 1815, er maread amzer anvet ar C'hant Deiz.

E 1814 e oa bet trec'het Napoleone Buonaparte gant ar C'hwec'hvet Kenunaniezh savet a-enep dezhañ, ha kaset e oa bet d'an harlu da Elba, un enezenn er Mor Kreizdouar dirak aod Toskana. E-keit-se e oa bet lakaet ur priñs gall da roue e Bro-C'hall, Loeiz XVIII e anv.

E 1815 avat, goude tec'het Napoleone eus Elba, dilestret e Provañs, adkemeret ar galloud gantañ e Pariz, ha skampet buan ar roue, en em vodas adarre darn eus broioù galloudus Europa da dalañ ouzh an impalaer, hag adlakaat ar roue gall Loeiz XVIII war e gador-roue.

Echuiñ a reas ar brezel gant emgann Waterloo d'an 18 a viz Mezheven 1815, kollet gant Napoleon, a voe kaset d'an harlu da Santez Helena, un enezenn bell er Meurvor Atlantel e dalc'h Breizh-Veur.

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]