Elbe




An Elbe zo ur stêr eus Alamagn, unan eus re vrasañ kreiz Europa, 1 091 km hed dezhi. E Tchekia emañ hec'h andon. Treuziñ a ra Alamagn goude hag en em deurel e Mor an Hanternoz.
An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E tchekeg eo Labe ; en alamaneg Die Elbe; en alamaneg izel De Ilv.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An Elbe zo bet meneget gant Ptolemeos evel Albis ("gwenn") e Germania Magna hag hec'h andon er menezioù Asciburgis (Krkonoše, Riesengebirge pe Menezioù ramzel), ma veve ar Vandalii (Vandaled).