Mont d’an endalc’had

Francisco de Goya

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Francisco Goya)
Francisco de Goya
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSpagn Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFrancisco José de Goya y Lucientes Kemmañ
Anv-bihanFrancisco José Kemmañ
Anv-familhGoya Kemmañ
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolekLucientes Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Meu 1746 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFuendetodos Kemmañ
Deiziad ar marv16 Ebr 1828 Kemmañ
Lec'h ar marvBourdel Kemmañ
Lec'h douaridigezhChartreuse Cemetery, San Isidro Cemetery, Royal Chapel of St. Anthony of La Florida Kemmañ
TadJosé Benito de Goya y Franque Kemmañ
MammGracia de Lucientes y Salvador Kemmañ
PriedJosefa Bayeu Kemmañ
BugelFrancisco Javier Goya Bayeu Kemmañ
KarFrancisco Bayeu y Subías, Manuel Bayeu, Ramón Bayeu Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
Tachenn labourlivouriezh, engraverezh Kemmañ
KargLivour-al-lez Kemmañ
Bet war ar studi eSchool of St. Thomas Aquinas of the Piarist Schools of Zaragoza, Real Academia de Nobles y Bellas Artes de San Luis, Royal Academy of Fine Arts of San Fernando Kemmañ
StudierAntonio de Brugada, Agustín Esteve, Luis Gil y Ranz, Maria del Rosario Weiss Kemmañ
Bet studier daJosé Luzan, Joaquín Ibáñez de Jesús y María Kemmañ
Lec'h annezQuinta del Sordo Kemmañ
Strollad etnekAragonese people Kemmañ
Kleñvedbouzarded Kemmañ
LuskadRomantelezh, Rococo Kemmañ
Ezel eusReal Academia de Nobles y Bellas Artes de San Luis Kemmañ
Levezonet gantHieronymus Bosch Kemmañ
Deskrivet dreThe Painter Francisco Goya Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour ePhiladelphia Museum of Art Library and Archives, Frick Art Research Library, College for Creative Studies Library Kemmañ
Emboltred.

Francisco de Goya y Lucientes, ganet d'an 30 a viz Meurzh 1746 e Fuendetodos, en Aragon, e Bro-Spagn, ha marvet d'ar 15 a viz Ebrel 1828 e Bourdel, e Bro-C'hall, a oa ul livour spagnol.

Mab e oa da Gracia Lucientes († 1785) ha da José de Goya († 1781). E dad a oa alaourer e Zaragoza ha labourat a rae evit chalonied iliz-veur ar Pilar. E Zaragoza e tremenas e vugaleaj. Gant e dad ha gant e genlabourerien e teskas elfennoù kentañ e vicher da zont. Degemeret e voe en akademiezh-tresañ José Luzán e Zaragoza e 1759 hag eno e chomas betek 1763.

E 1770 e veajas da Italia.

Gant Bourboned Spagn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont a reas da Vadrid da vevañ diwezhatoc'h pa'z eas da livour ofisiel al lez dindan ren Carlos IV. Eno e chomas etre 1775 ha 1819 .

E bost a viras e-pad an dalc'hidigezh c'hall met da fall ez eas e zarempredoù gant Fernando VII ha mont kuit a reas da Vro-C'hall e 1824 gant e serc'h Leocadia Weiss, hag o merc'h Rosario Weiss.

Harlu e Bourdel (1824-1828)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Mae 1823 e teuas arme dug Angoulême, ar Cien Mil Hijos de San Luis gouez d'ar Spagnoled, da gemer kêr Madrid evit adsevel monarkiezh diharz Fernando VII.

E Bourdel e varvas e 1828.

La maja desnuda, "Ar bompinell noazh", oberenn savet etre 1790 ha 1800, a oa bet goulennet, a greder, gant Manuel Godoy, rak gouzout a ouzer e oant en ur c'habined en e di.

En div daolenn e weler ur vaouez en he gourvez war ur gwele o sellout ouzh an arvester. N'eo ket ur vaouez eus ar vitologiezh, unan wir eus amzer Goya a veze graet la Gitana anezhi eo. E La maja desnuda eo marteze awenet gant korf dugez Alba. Lavaret ez eus bet ivez e c'halle bezañ serc'h Godoy, Pepita Tudó.
Goude an trouz a savas e Spagn abalamour d'ar maja desnuda e nac'has Goya he gwiskañ, ha gwelloc'h e kavas livañ unan all : ar maja vestida, "ar bompinell wisket".


Livadurioù Goya

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.