Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma
María Luisa de Parma pe María Luisa de Borbón-Parma e spagnoleg, pe Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma en italianeg, ganet d'an 9 a viz Kerzu 1751 e Parma, ha marvet d'an 2 a viz Genver 1819, a oa pried da Carlos IV ha rouanez Spagn (1751-1819).
Serc'h e oa d'ar pennvinistr Manuel Godoy. Poltredet eo bet meur a wech gant Goya.
Priñsez da zimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Fulup Iañ Parma ha da Elesbed Bro-C'hall, merc'h henañ Loeiz XV, roue Bro-C'hall. Merc'h-vihan e oa d'ar roue gall eta, ha d'ar roue spagnol Felipe V. Evel he c'hoar Isabella hag he breur Ferdinando e voe desket a zoare.
He mamm, a veze alies e lez he zad Loeiz XV, e Versailhez, a felle dezhi dimeziñ anezhi pe da briñs Asturiez, an danvez-roue spagnol Carlos IV, pe da zug Bourgogn, Loeiz Bro-C'hall (1751-1761), mab henañ an daofin Loeiz Bro-C'hall (1729-1765) hag e wreg Maria Josepha von Sachsen (1731-1767). Mervel a reas dug Bourgogn en bugel, e 1761, da zek vloaz, ha da neuze e oa Maria da vezañ euredet gant danvez-roue Spagn.
Mervel a eure he mamm e 1759, ha dimezet e oa bet he c'hoar Maria Isabella di Borbone-Parma, gant an danvez impalaer santel Joseph II, ha dre an eured-se e oa tostaet an darempredoù etre tiegezh ar roue gall (Bourbon) ha hini Aostria (Habsbourg-Lorraine).
Mervel a reas Izabel e 1763 ma klaskas an intañv Joseph II an Impalaeriezh Santel addimeziñ d'e c'hoar-gaer, gant ar soñj e vije kavet enni ar memes perzhioù mat evel en e baourkaezh gwreg. Ha setu an Impalaerez santel, Maria Theresia (1717–1780), mamm an intañv glac'haret, da skrivañ da lez Spagn. Ne voe ket souezhet gant ar respont : skrivañ a rae Carlos III e oa bet divizet dimeziñ e vab da Varia Luisa, diviz kemeret gant e bried muiañ karet, Maria Amalia von Sachsen (en amzer ma oa bev), c'hoar henañ da zaofinez Bro-C'hall ha marvet en 1760.
Maouez a c'halloud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre keit-se e oa deuet ar verc'hig Maria Luisa da vaouezig hag en 1765, pa oa en he 13 vloaz, e e timezas d'he c'henderv Carlos, a oa 17. Er bloaz-se en-eeun e varvas he zad.
Ne oa netra heñvel etre an infantez koant ha lemm he spered hag he fried pout. Petra bennak ma oa bet kemennet gant e dad roue, ne reas Carlos mann ebet da glask plijout d'e wreg ha ne gemeras ket diarbennoù da virout outi d'e zoganiñ. Dont a reas da vout serc'h da Manuel Godoy, strivañ a reas ken na voe anvet he fried-kleiz da gentañ ministr kenkent ha ma voe anvet he gwaz da roue, e 1788.
Kouezhadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Freuz ha reuz a oa e Bro-C'hall abaoe ur pennad gant an Dispac'h gall ha brezelioù Italia ar jeneral Buonaparte, anvet da impalaer. E Spagn e oa savet bec'h etre ar rouaned hag o mab pennhêr, an infant Fernando (1808) ma rankas ar roue kozh plegañ da leuskel e gurunenn gant e vab .
Klask a reas Napoleone Buonaparte mont da hanterour etre tad ha mab. Pediñ a reas anezho da zont da Vaiona, e 1808. Beuze e tiskaras an daou roue, hag e vac'has ar gerent-se d'ar roue gall kozh Loeiz XVI en kastell Valençay, perc'hennet gant e vinistr Talleyrand. Lavaret e voe zoken e voe graet « bastard » gant ar rouanez fuloret eus he mab.
Napoleon a lakaas e vreur Giuseppe Buonaparte da roue Spagn, hag anvet e voe José Iañ. D'an 2 a viz Mae 1808 e oa ur bagad soudarded c'hall oc'h ambroug an infanted yaouankañ da-gaout o zud pa voe klasket tabut outo gant pobl Madrid. Reuz ha dispac'h a savas neuze, ha kriz e voe kaset an dorzh gant ar C'hallaoued, evel ma voe diskouezet gant Goya en e sziv daolenn, Dos de Mayo ha Tres de Mayo.
Harlu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa gouezhas Napoleon, peogwir e oa bet dilezet e gurunenn gant ar roue kozh Carlos IV en 1808, eo e vab a voe lakaet da roue, ha hennezh e oa Fernando VII. Harluet e voe e dud e Bro-C'hall, en Fontainebleau, Marseille ha Nice, a-raok mervel o-daou e Roma en 1819.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]María Luisa ha Carlos IV o deus bet pevarzek bugel (ouzhpenn-se e reas dek kolladenn, gant se e voe brazez peder gwech warn-ugent).
Brudet e oa an darempred etre Maria Luisa ha Manuel Godoy. Lavaret e voe eo Manuel Godoy an hini a oa tad ar re yaouankañ, evel ma soñje d'al livour Francisco Goya pa boltredas an tiegezh roueel en 1800, da lavarout eo Francisco de Paula de Borbón ha María Isabel, a voe rouanez an Div Sikilia, hag a gleve gant he mamm-gaer e oa « bastardez epileptik ganet eus an torfed hag an drougiezh ».
Setu anvioù he bugale:
- Carlos Clemente ( 1771 - 1774)
- Carlota Joaquina ( 1775 - 1830), rouanez Portugal
- María Luisa ( 1777 - 1782)
- María Amalia ( 1779 - 1798)
- Carlos Domingo ( 1780 - 1783)
- María Luisa ( 1782 -1824), rouanez Etruria
- Carlos Francisco ( 1783 - 1784) , marvet da ur bloaz,
- Felipe Francisco ( 1783 - 1784) marvet da ur bloaz,
- Fernando VII (1784 - 1833), roue Spagn.
- Carlos María (1788 - 1855), pretendiente carlista.
- María Isabel ( 1789 - 1848), rouanez an Div Sikilia
- María Teresa (1791-1794) , marvet da dri bloaz,
- Felipe María ( 1792 - 1794) marvet da zaou vloaz,
- Francisco Antonio ( 1794 - 1865), dug Cádiz.
Poltredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Priñsez an Asturiez
Anton Raphael Mengs (1765) -
En he dilhad lez
Goya (1789) -
Gant he mantilla
Goya (1799) -
Ardamezioù ar rouanez
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]