Mont d’an endalc’had

Intañv

Eus Wikipedia
Taj Mahal, ur monumant savet gant un intañv da unan eus e wragez.
Monumant d'an intañvezed brezel e Bro-Japan.
Anna Maria Luisa de’ Medici als trauernde Witwe, gant Jan Frans van Douven, 1717

Un intañv zo ur pried hag a zo marvet e wreg, un intañvez zo ur bried hag a zo marvet he gwaz. Komz a reer eus intañvded, intañvegezh, intañvelezh pa gomzer eus o stad.

Intañviñ a ra ur gwaz, intañvezañ a ra ur wreg, pa varv o fried.

Intañvezañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An tiegezhioù ma varve an tad a golle an tu da gaout o bara. Marv an tad a gase an intañvezed hag o bugale da glask o bara alies, evel a weler el levr Bilzig.

Dre ma varve aliezik ar gwragez er gwilioud e c'halle an ezhec'h intañviñ meur a wech.

Brud fall a c'halle bezañ ivez war an intañvezed, dreist-holl ar re yaouank, ha barnet kriz e veze, er gevredigezh kozh, an doare ma vevent a-wechoù.

En Indez e oa ar c'hiz d'an intañvezed mervel en tan da vare obidoù o gwaz, en desped dezho peurvuiañ evel-just. Gwelet a reer haroz levr Jules Verne Le Tour du Monde en 80 jours o saveteiñ un intañvez yaouank eus an tan.

El lennegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Intañvien brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Shah Jahan, an impalaer a lakaas sevel an Taj Mahal.
  • Herri VIII, roue Bro-Saoz, zo bet dimezet 6 gwech, intañv 3 gwech, goude dibennet div wreg dezhañ.

Intañvezed brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Intañvien hag intañvezed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]