Bilzig
Bilzig eo anv ur romant brezhonek skrivet gant Fañch al Lae.
An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bilzig zo ur romant da gelenn ar yaouankiz. Embannet e voe al lodenn gentañ ("Bugaleach Bilzig") evit ar wech kentañ er gelaouenn Buhez Breiz, adal an niverenn 37 (miz Genver 1924) betek an niverenn 47 (miz Du 1924). E 1925 e voe embannet ar romant a-bezh.
Kontañ a ra bugaleaj ha yaouankiz ur paotr paour hag emzivad eus parrez Lokireg, e Bro-Dreger. Savet eo gant e voereb Izabel. Afer en deus ouzh ar person hag ar c'hont, dalc'herien ar galloud er barrez. War a seblant e c'hoarvez an istor en XVIIIvet kantved. Tremen a ra an istor etre Plistin (Toull-ar-c'hirri, al Lev-Draezh), Sant-Eflamm, Perroz-Gireg, Montroulez, Lannuon…
Lakaet en deus an aozer barzhonegoù e-barzh an istor.
Skrivañ a ra Fañch al Lae e peurunvan ha santet e vez da-vat blaz yezh Treger. Ne vez ket lakaet a ñ e fin an anv-verb, ao met ô, eur evit ur, buhe, anean, kenta, pôtr, penôs, ... Bez' ez eus gerioù a skriv evel e klev anezho.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur pennad diwarbenn Bilzig zo en Annales de Bretagne e 1958, e-lec'h ma 'n em c'houlenn Pêr Trepos hag-eñ ez eo tennet ar pennad tri eus Bilzig e gwirionez.
Embannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Embannadur Buhez Breiz, e 1925.
- Embannadur Emgleo Breiz, e falc'huneg, e 1963 ; adembannet gant ur golo nevez ha skeudennoù gant F. Ar Goail e 1995[1].
- Un embannadur divyezhek, troidigezh e galleg graet gant Bernez Kabon, gant Skol Vreizh e 2003 (ISBN 978-2-911447-77-8).
Limmoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Katalog ar BnF
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]