Etruria

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Etruria — a veze anvet Tyrrhenia peurliesañ er mammennoù gresianek ha latin — eo anv ar vro ma oa an Etrusked o chom en Henamzer. Ur vro e-kreiz Italia a vremañ eo, en tolead a c'holoe ul lodenn eus Toskana, Latium, Emilia-Romagna hag Ombria a vremañ.

Er vro-se, en Hanternoz Roma, e veve, etre an VIIvet hag ar I kantved a-raok Jezuz-Krist, ur bobl anvet Tuscii pe Etrusked gant ur yezh ha kustumoù disheñvel diouzh re hec'h amezeien. Setu perak e voe kredet gant kalz e oa deuet an dud en ur bagad, o tegas ganto yezh ha kustumoù. Pa seller a dost, koulskoude, e weler n'eus koulz lavaret hini eus ar c'hustumoù-se na gaver e bar tro-war-dro da Etruria. An etruskeg ivez a c'hell bezañ bet unan eus ar yezhoù komzet en Italia a-raok ma teuas al latin ha yezhoù indezeuropek all kar dezhañ. Berr-ha-berr : pobl an Etrusked, evel kalz a bobloù all, a oa marteze en em furmet tamm-ha-tamm, ha n'eus ket ezhomm ijinañ un divroadeg.

An Etrusked a anaveze mat ar mor. O listri a yae dre-holl er Mor Kreizdouar. Marc'hadourien e oant (laeron-vor ivez), ha traoù a bep seurt a gaver en o bezioù, degaset ganto da heul o beajoù. Gwerzhañ a raent metaloù boutin a gavent en o bro. Se oa dreist-holl etre an VIIIvet kantved kt JK hag ar VIvet kantved kt JK. Diwezhatoc'h e kreskas galloud Bro-C'hres ha Kartada war ar morioù, hag an Etrusked a gollas o finvidigezh hag o nerzh, hag a voe lonket gant ar Romaned goude bezañ bet pell er c'hreisteiz, betek Kampania, ha pell ivez er biz betek traoñienn ar Po ha Mor Adria.


Taolenn keodedoù Etruria en Etruskeg, e Latin, hag en Italianeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etruskeg Latin Italianeg
Keodedoù an Dodecapoli
Aret- Arrētium Arezzo
Chaire, Chaisrie, Caisra, Cisra Caere, Agylla Cerveteri hag e frazione Ceri
Clevsin Clusium, Camars Chiusi
Curtun Cortōna Cortona
Perusna, Persna Perusia Perugia
Pupluna, Fufluna Populōnia Populonia
Tarchuna, Tarchna Tarquinii Tarquinia, Corneto
Vatluna, Vetluna Vetulōnia Vetulonia
Veia Veii Dilezet
Velathri Volaterrae Volterra
Velch, Velcal, Velcl Vulci Volci
Velzna- Volsinii Bolsena pe Orvieto?
Keodedoù all eus Etruria[1]
Capna Capena Capena
Careiae, Careae Galera, dilezet hiziv
Cusi Cosa Orbetello
Hepa? Heba (Anv gresianek) Magliano (e Toskana)
Narce? Narce Mazzano Romano
Nepete, Nepet Colonia Nepensis Nepi
Rusellae E-kichen Roselle Terme hiziv
Saena?, Sena Saena Siena
Sveama-, Suana Suana Sovana
Statna? Statōnia Poggio Buco
Surina, Surna Surriīna Viterbo?
Suthri Sutrium Sutri
Tlamu Telamōn Talamone
(Tular) Tuder Todi
Visul, Vipsul Faesulae Fiesole
Etruskeg Latin Italianeg
Norzh Italia
Arimna Ariminum Rimini
Atria, Hatria Adria Adria
Ceisna Caesena Cesena
Felsina Bonōnia Bologna
Manthva Mantua Mantova
Misa? Marzabotto
Mutina Mutina Modena
Parma Parma Parma
Ravena, Ravna Ravenna Ravenna
Spina Spina Dilezet
Su Italia
Acerrae Acerra
Capua, Capeva Capua Capua
Inarime(?) Pitecusa, anv gresianek Pithekoussai Ischia
Irnthi Salernum Salerno
Nula, Nuvla Nola Nola
Pumpai? Pompeii distrujet
Ruma Rōma Roma
Suessula Dilezet
Tuscana, Tuscna Tuscāna Tuscania
Korsika
Alalia Aleria Aleria

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Bonfante, G., L. Bonfante, The Etruscan Language. An Introduction, Manchester University Press, 2002
  • Dennis, George, George Dennis (explorer), The Cities and Cemetaries of Etruria, 1848, John Murray, London. Gallout a reer pourchas al levr-se war lec'hienn-mañ.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Lodennoù eus Etruria e-kichen Roma zo bremañ e Lazio. Kavout a reer er roll-se ar c'heodedoù betek an Tiber.