Etrusked

Eus Wikipedia

An Etrusked (Etrusci pe Tusci e latin) a oa ur bobl eus ledenez Italia adal dibenn oadvezh an arem. Diganto e teu un darn eus sevenadur Henroma. An etruskeg, o yezh, ne oa ket indezeuropek.

O bro orin, Etruria, a glot dre vras gant Toskana, un darn eus Latium ha gwalarn Ombria. Da gentañ e oant ur c'hengevredad a 12 keoded, pep hini renet gant ur roue pe zilath.