Capua

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Pont e Capua

Capua zo ur gumun eus Italia e proviñs Caserta e Campania. 17 838 a dud zo enni o chom.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Capua en Douar al Labour (Terra di Lavoro), ma voe kêr-benn, da vare priñselezh Capua ha da vare aloubadeg Napoleon, war ur vrec'h d'ar stêr Volturno, e-harz ar menez Tifata ma emañ ar frazione Sant'Angelo in Formis.

Treuzet eo ar gumun gant ar via Appia hag an hent-houar Naples-Caserte-Cassino.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv Capua pe eus an anv oskek KAPU, pe eus an anv etruskek Capeva, a dalv kement ha kêr ar paludoù. Hiriv e komzer eus Capua gozh, a vije bet savet en IXvet kantved kent JK, el lec'h m'emañ Santa Maria Capua Vetere hiriv, a oa ar Vulturnum etrusk er Vvet kantved kent JK, hag a oa o c'hreñvlec'h da aloubiñ Campania, ar vro tro-war-dro.

Hervez Cato an Henañ e vije bet savet gant an Etrusked un 260 vloaz a-raok ma voe savet kêr Roma. Da neuze ne vije ket kaoz gantañ eus ar bloaz ma voe kemeret e-pad an eil brezel punek (211 kent JK) met eus ar bloaz ma voe staget ouzh Roma e 338 kent JK, ha savet e vije bet war-dro 600 kent JK, pa oa galloud an Etrusked en e greñvañ. Meur a annezlec'h "Villanovian", eus ar ragistor, zo bet kavet er c'hornad ha kresket e voent moarvat gant an Osked hag an Etrusked war o lerc'h.

Diskaret e voe galloud an Etrusked e Campania pa voe aloubet gant ar Samned en eil hanterenn ar Vvet kantved a-raok JK.

War-dro 424 kent JK e voe kemeret gant ar Samned hag e 343 e voe goulennet skoazell digant ar Romaned a-enep an alouberien.

En IXvet kantved e voe distrujet Capua gant ar Sarazined, ma yeas ar boblañs war-du Casilinum, kêr orin Capua a hiriv.