Priñselezh Capua
Neuz
Priñselezh Capua (principato di Capua en italianeg) zo bet ur stad emren e kreisteiz Italia en IXvet kantved. Dre vras edo war zouar an Terra di Lavoro.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude kouezhet Impalaeriezh Roman ar C'hornôg e voe gwastet Capua gant Goted ha Vandaled, ma teuas da vout ur gontelezh e-barzh Dugelezh Benevento. Bec'h a savas en Dugelezh da gemer ar galloud, hag e 841 e voe lakaet Capua en arigrap gant Sarrazined, gopret gant Radelchis Iañ Benevento ha renet gant ar Berber Khalfun, Emir Bari. Distrujet e voe kêr, ma rankas an dud tec'hel.