Mont d’an endalc’had

Santez Agata

Eus Wikipedia
Agata Sikilia

Santa Águeda (munud)
Francisco de Zurbarán, c. 1632
Ganedigezh c. 231
Catania pe Palermo,  Sikilia
Marv c. 251, e Catania
Abeg ar marv Jahinerezh
Kehelerezh
Relijion Kristeniezh (Iliz katolik,Iliz ortodoks,
Iliz anglikan, Ilizoù ar Reter)
Statud Merzherez
Santez (hengoun + Gregor Iañ)
Pennlec'h Iliz-veur Sant'Agata, e Catania
Gouel 5 C'hwevrer
Arouezioù Gweltre, turkez, divronn war ur plad
Maeroniezh
Lec'hioù Sikilia • Catana • Palermo • San Marino
MaltaZamarramala (Spagn)
Tud Bravigerien, magerezed, merzherien,
poberien, teuzerien kleier,
tud gwallet pe jahinet
Darvoudoù Didarzhioù an Etna, krenoù-douar,
gwallreuzioù naturel, tanioù-gwall,
gaonac'hded, krign-bev ar vronn

Agata Sikilia, Sant'Agata hec'h anv lec'hiel, zo ur santez kristen a vefe bet ganet e Catania pe e Palermo e Sikilia e-tro ar bloaz 231 ha jahinet betek he marv e-tro 251.
Meneget eo evel gwerc'hez ha merzherez e Kanon an oferenn gristen[1], er Martyrologium Romanum[2] hag en Acta sanctorum[3].

D'ar 5 a viz C'hwevrer e vez lidet Sant'Agata.

N'eus tamm testeni istorel solius ebet diwar-benn Agata Sikilia. Hervez ar vojenn skrivet en Acta sanctorum e varvas e 251, e dibenn ren an impalaer roman Decius (201-251).

Ganet e oa e Catania en un tiegezh nobl ha pinvidik. E-tro he femzek vloaz e tivizas chom gwerc'hez. En he ugentvet bloaz e oa pa glaskas Quintianus, a oa gouarner distrig Catania, he c'haout da wreg. Goude bezañ bet korbellet meur a wezh, ha pa ouie e oa ur gristenez eus Agata, en he diskulias d'ar pennadurezhioù a oa o kas heskinerezh an impalaer Decius enep ar relijion gristen. Spi en doa Quintianus e tistroje ar vaouez yaouank diouzh he relijion gant aon rak ar jahinerezh hag ar marv. En aner avat.
Neuze, Quintianus a gasas Agata d'ur vaouez anvet Aphrodisia hag a zalc'he ur fouzhlec'h ma voe bac'het ar werc'hez. Kristen e chomas-hi bepred.
Goude he divac'het hag he gourdrouzet en aner e tivizas Quintianus he bac'hañ a-nevez hag he boureviañ betek ma plegje. Stegnet e voe Agata war ur rastell ma voe skourjezet, diroget gant krogoù houarn, devet, ha lamet e voe he divronn gant turkez. Goude meur a gendiviz gant Quintianus e talc'has Agata d'e feiz. En diwezh e voe kondaonet d'ar buched. Ur c'hren-douar a viras ouzh ar boureviadur a c'hoarvezout, ha kaset e voe ar verzherez d'ar c'harc'har en-dro. Eno e teuas sant Pêr d'he gwelout ha da bareañ he goulioù, met bac'het e oa c'hoazh Agata Sikilia pa varvas.

Hervez an hengoun e Malta e tec'has Agata a-zirak heskinerezh Decius : kuitaat Sikilia gant keneiled a reas, ha kavout repu e Malta ma kelennas he relijion kent distreiñ d'he bro ha gouzañv ar verzherinti goude bezañ bet harzet gant Quintianus.

Da Agata ez eo gouestlet iliz-veur Catania, ma vez dalc'het Gouel santez Agata (A festa 'i sant'Àjita e sikilianeg) bep bloaz e-pad pemp devezh kentañ miz C'hwevrer.

Abalamour da ezvenañ he divronn ha d'he merzherinti ec'h eo bet lakaet Agata Sikilia da vaeronez Sikilia, koulz ha hini Catania ha Palermo ; en Italia ez eo maeronez Molise, Gallipoli ha San Marino ; maeronez Malta eo ivez ; e Spagn e vez enoret e Sorihuela del Guadalimar (proviñs Jaén), hag e Zamarramala (proviñs Segovia).
Maeronez eo d'ar verzherien, d'ar vravigerien, d'ar magerezed, d'ar boberien, d'an deuzerien kleier (en abeg da stumm he divronn, war a greder) ha d'an dud gwallet pe jahinet.
Aspedet e vez pa zidarzh an Etna, pa vez ur c'hren-douar, pa c'hoarvez ur gwallreuz naturel pe un tan-gwall.
Goulennet e vez diganti pareañ krign-bev ar vronn hag ar c'haonac'hded.

Minnuzzi di sant'Àjita

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • E Catania e vez lidet Agata adalek ar 1añ a viz C'hwevrer betek ar 5 er Festa di sant'Agata, an tri devezh diwezhañ o vezañ ar re bouezusañ[4].
  • E Zamarramala (Spagn), bet meneget amañ a-us, e vez dalc'het ar Fiesta de las Águedas : bep 5 a viz C'hwevrer abaoe ar bloaz 1227 e vez kounaet an "Agataed", ar maouezed a sikouras da adkemer kastell Segovia digant ar Vuzulmaned[5].
  • En Euskal Herria e vez lidet Santa Ageda bezpera, Beilhadeg santez Agata, bep 4 a viz C'hwevrer da noz betek tarzh-an-deiz ; en em vodañ a ra tud da ober tro ar gêriadenn, ha da bep tiegezh e kanont ur ganaouenn diwar-benn buhez ar santez[6],[7].
  • E Malta emañ Torri ta' Sant'Agata, "Tour santez Agata", a zo un tour-ged, ar c'hwec'hvet eus tourioù Lascaris, bet savet etre 1646 ha 1649 gant Urzh Sant Yann Jeruzalem.
  • E meur a vro e vez fardet gwastilli stummet evel bronnoù da-geñver gouel santez Agata ; minnuzzi di sant'Àjita, "bronnoù santez Agata", eo o anv sikilianek.

Skeudennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (la) 'Missale Romanum 1962, p. 469, S. Agathae Virg. et Mart.'. Kavet : 01 Du 2021.
  2. (la) Martyrologium romanum. Ex decreto sacrosancti oecumenici Concilii Vaticani II instauratum auctoritate Iohannis Pauli pp. II promulgatum. Keoded ar Vatikan : Libreria Editrice Vaticana, 2001 (ISBN 978-88-209-7210-3)
  3. (la) p. XXVII Index sanctorum februarii 'Index sanctorum p. XXVII-b. Kavet : 01 Du 2021.
  4. (it) 'La Festra'. Kavet : 01 Du 2021.
  5. (es) 'Fiesta de Santa Águeda en Zamarramala'. Kavet : 01 Du 2021.
  6. (fr) Etxegoien, Juan Carlos ("Xamar"). Orhipean — Le Pays de la langue Basque. Arrre (Nafarroa) : Pamiela argitaletxea, 2006 (ISBN 978-84-7681-476-5)
  7. (eu) Santa Agata jaia