Etna
Aller à la navigation
Aller à la recherche

An Etna, ha kêr Catania dirakañ.
An Etna (Mungibeddu pe 'a Muntagna e sikilianeg) a zo ur menez-tan bev e Sikilia, etre kêrioù Messina ha Catania. Sevel a ra betek 3 300 metr uhelder, gant se eo an uhelañ menez-tan en Italia, uheloc'h eget ar Vesuvio.
Unan eus ar menezioù-tan oberiantañ er bed eo ivez (tost da 100 dislonkadenn en XXvet kantved). Lakaet eo war roll glad bedel an UNESCO abaoe 2013.
Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez mojennoù Henc'hres e oa bet kraouiet an euzhvil Tifon gant Zeus e diabarzh ar menez, ma oa ivez govel an doue Hefaistos.
Kartenn ma weler pegen tost eo Catania d'an Etna