Merzher

Eus Wikipedia

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur merzher a zo un den hag a varv evit e gredennoù relijiel, evel a oa c'hoarvezet e deroù istor ar gristeniezh.

A-wechoù e vez lavaret eus un den hag a zo marvet evit un dra bennak all, evit e vro pe evit kredennoù politikel. Ar verzherinti a vez lavaret eus ar marv-se.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merzher a zo tost d'ar ger gresian martyr (stumm kozh : marty o talvezout kement ha test). Implijet e veze en Azia Vihanañ dindan ar stumm martyriai (testenioù) evit lakaat da embann anvioù ar begennoù a roe harp d'ar geoded. Lennet e veze an anvioù ez-publik ha kaset e veze anezho dre skrid d'ar pennoù bras. Diwar an embannoù-se e kemeras ar gristenien ar ger evit ar verzherinti hag evit ar verzherien. Danevelloù barnedigezh hag o lazhadennoù a veze gwelet evel testenioù roet evit kanañ gloar d'ar relijion nevez.

Kristeniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad an tri c'hantved kentañ e veze kroazstaget ar gristenien koulz hag ar vac'hidi bolitikel hag a-wechoù e vezent roet da zebriñ d'al loened gouez er sirk. An holl anezho a zo bet anavezet gant an ilizoù kristen kentañ evel merzherien ha sent.
Tertulllian (Eil kantved) a skrivas : sanguis martyrum, semen christianorum (had ar gristenien eo gwad ar verzherien).

Islam[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En arabeg e kaver ar ger shahid o talvezout test koulz ha merzher. Ne gaver ket an termen er c'hKoran, met en Hadith (teskad komzoù Mohammed). Ar verzherez kentañ eo bet Soumaya bent Khabbab, ur vaouez kozh lazhet gant keodederien Mekka a-du gant al liesdoueadegezh.
Darn eus ar vuzulmaned, ar Chiited, a lid memor ar shahid Hussein ben Ali a voe lazhet en emgann Kerbala, pa oa o vrezeliñ ouzh an eil kalif omeyad, Yazid Iañ. Bep bloaz e vez lidet eñvor an darvoud e-pad gouel an Achoura pa ya ar Chiited er straedoù o huanadiñ hag o stekiñ ouzh o bruched.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Merzher er
wikeriadur, ar geriadur frank.