Mont d’an endalc’had

Pompei (Henamzer)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pompeii)
Pompei
lec'h arkeologel, Henkêr
Deiziad krouiñ6vet kantved kt JK Kemmañ
Anv ofisielPompeii Kemmañ
Anv er yezh orinPompeii Kemmañ
SevenadurHenroma Kemmañ
StadItalia Kemmañ
E tiriadPompei Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00, UTC+02:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel40°45′2″N 14°29′23″E Kemmañ
Darvoud-alc'hwezseziz, kabaduilh, 62 Pompeii earthquake, eruption of Mount Vesuvius in 79, distrujañ Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.pompeiisites.org Kemmañ
Director of archaeological fieldworkGabriel Zuchtriegel Kemmañ
Map
Pompei dindan un oabl louet
Pompei e Campania ar Romaned, 79.

Pompei zo ur gêr roman en Italia, e-kichen Napoli, a voe distrujet gant dislonkadenn ar menez-tan Vesuvio e 79 hag adkavet nemet goude 1 600 vloaz dre zegouezh.

Goloet e voe ar geoded gant meur a wiskad ludu, un ugentad metrad bennak. Ar furchadennoù arkeologel a reer adalek 350 vloaz o deus lakaet war wel titouroù a-bouez ha resis war ar vuhez a rene annezidi ur gêr e barr an Impalaeriezh roman. Hiziv eo ul lec'h touristel eus ar re vrudetañ, hag a sach gweladennerien a-leizh da Italia, hag unan eus an takadoù dibar enskrivet e roll ar Glad bedel gant an UNESCO.

Lec'hiet eo Pompei e gevred Napoli, tost d'ur gêr modern anvet Pompei ivez. Tostoc'h d'ar mor e oa gwechall.

Er I kantved e oa Pompei unan eus ar c'hêrioù staliet tro-dro d'ar menez Vesuvio, stumm ur pikern dezhañ. Kresket e oa ar boblañs diwar ar vrud vat a zeue eus strujusted an douar. Kêrioù ha kêriadennoù all, evel Herculanum, zo bet distrujet er memes gwallzarvoud.

Diazezet e oa bet Pompei er VIvet kantved kent Jezuz-Kris gant an Osked, pe Oskaned, a oa o annez e kreiz Italia. Hervez ar vojenn(Pe hini ?) (Daveoù a vank)e teuas di pemp meuriad hag eus an niver pemp e teu an anv (tost e oa ar yezhoù italek d'ar yezhoù keltiek).
Ur porzh goudoret mat anavezet gant merdeerien gresian ha Fenikian e oa Pompei a-raok. Pa zeuas an Etrusked gant mennozhioù aloubiñ e klaskas an Osked sevel un emglev gant ar C'hresianed o doa trevadennoù e pastell-vro Napoli, met aloubet e voe an takad gant ar Samnited er Vvet kantved kt JK. Brasaet e voe kêr er mare-se.

Murlivadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]