Poltred Markizez Santa Cruz
Poltred Markizez Santa Cruz | |
Francisco de Goya, 1805 | |
Eoullivadur war vezher | |
124,7 cm × 207,9 cm cm | |
Mirdi ar Prado | |
Madrid | |
Spagn | |
Poltred Markizez Santa Cruz zo un eoullivadur gant al livour spagnol Goya e 1805, anezhañ poltred Joaquina Téllez-Girón, ur varkizez yaouank 21 bloaz, hag a c'haller gwelout e mirdi ar Prado e Madrid, kêr-benn Spagn.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Joaquina Téllez-Girón a oa eil merc'h dug Osuna. Goya a oa mignon d'he zad, ha poltrediñ e verc'h a reas pa oa-hi 21 bloaz. Markizez Santa Cruz e teuas da vezañ pa zimezas da José Gabriel de Silva y Walstein, markiz Santa Cruz, kentañ rener Mirdi ar Prado.
Ur vaouez kaer e oa a-hervez, awenerez barzhed hag arzourien. Pa oa bihan e oa bet poltredet ar varkizez gant Goya er poltred Duged Osuna gant o bugale[1].
An daolenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwisket e gwenn eo ar vaouez, en ur sae hir skañv, war ur gwele ruz, un delenn ganti en he dorn kleiz: Euterpe an hini eo, muzenn ar sonerezh hag ar varzhoniezh, un alegorienn anezhi. Bleunioù melen zo war he fenn. Ul lauburu zo war he zelenn.
Levezon nevezklasel an amzer a weler en daolenn, hini David[2] pe hini Canova[3], hag ivez, hini arzourien koshoc'h Guercino[4] pe Rembrandt[5]. Ha damheñvelik eo ivez da boltredoù Venus graet gant Diego Velázquez ha Tizian. Ar bleunioù war he fenn a ra dave d'an doue Bacchus, hag al lirenn da Apollon.
Kenañ e tenn doare ar varkizez gourvezet da hini maouez ar Maja desnuda ha da hini ar Maja vestida.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Francisco Goya, Los duques de Osuna y sus hijos, gant Goya (1788).Madrid, Mirdi ar Prado
- ↑ Jacques-Louis David, Madame Récamier, 1800, Parigi, Louvre
- ↑ Antonio Canova, Paolina Borghese evel Venus Victrix 1805 – 1808, Roma, Galleria Borghese,
- ↑ Guercino, Morte di Didone, 1631, Roma, Galleria Spada
- ↑ Rembrandt van Rijn, Danae, 1636, Sant Petersbourg, Mirdi ar peniti