Joaquina Téllez-Girón

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Duged Osuna hag o bugale, gant Goya (1788). Joaquina gant he zud pa oa bihan.

Joaquina Téllez-Girón (Madrid, 21 a viz Gwengolo 1784 - Madrid, 17 a viz Du 1851), markizez Santa Cruz, a oa ur varkizez spagnol a zo bet poltredet gant Goya.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Pedro de Alcántara Téllez-Girón ha María Josefa Pimentel, navet duged Osuna. O eil merc'h e oa. He zud a oa paeroned ha harperien arzourien. Brudet eo an itron abalamour d'he foltred a voe graet gant Goya, hag anvet Poltred markizez Santa Cruz.

Goya a oa mignon d'he zad, markiz Osuna (ur gêrig e Proviñs Sevilla), ha poltrediñ e verc'h a reas pa oa-hi 21 bloaz. En amzer-se eo e timezas ar vaouez yaouank da José Gabriel de Silva y Walstein, markiz Santa Cruz, kentañ rener Mirdi ar Prado.

Meulet e veze kened ar vaouez, hervez an testenioù, ha mignonez e oa ar varkizez d'an arzourien ha skrivagnerien. Poltredet e oa bet dija gant Goya pa oa bihan, a-gevret gant he zud, en un daolenn vras Los duques de Osuna y sus hijos, war ziskouez ivez e Mirdi ar Prado.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]