Mirdi ar Peniti

Eus Wikipedia
Mirdi ar Peniti

Mirdi ar Peniti, pe Mirdi an Ermitaj (en ruseg Государственный Эрмитаж, Gossoudarstvenny Ermitaj, Mirdi-stad ar Peniti) zo unan eus brasañ mirdioù arz ar bed, e-kreiz Sankt Peterbourg, war lez ar stêr Neva, e Rusia. Tost da 1000 sal zo ennañ, 60 000 pezh zo war ziskouez, ha tost da 3 milion a re all zo er c'havioù. 2 500 den a zo o labourat eno. Krouet e voe e 1764 gant an tsarez Katelin II ha digor eo d'an dud abaoe 1852.

Rannet eo an dastumadoù evel-se : an hendraoù egiptat, an hendraoù klasel, an arz ragistorel, ar bizaouerezh hag an arzoù-kinklañ, an Azginivelezh italian, an arzoù-kaer italian ha spagnol, an armoù hag an houarnwiskoù, Oad aour al livadur nederlandat ha an arz barok flamank, an arzoù-kaer alaman, suis, breizhveurat ha gall, an arz rusian, an nevezklasel gall hag an impresionouriezh, an arz modern, romantel alaman hag eus an XXvet kantved.

Delwennoù ha kizelladurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]