Mont d’an endalc’had

C'haritezed

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Teir Fulenn)
Izelvos gant ar C'haritezed (Vvet kantved kt JK) mirdi an Akropol en Aten.
Ar C'harited en un izelvos e Pompeii (I kantved).
An Teir Fulenn, gant Sandro Botticelli, munudig eus e daolenn La Primavera, en Uffizi e Firenze.
An Teir Fulenn (Raffaello), gant Raffaello (15041505)
An Teir Fulenn, livet gant Rubens.
"An Teir Fulenn (Canova, Sant-Petersbourg)" gant Antonio Canova.

Ur C'haris, e mojennoù Hellaz kozh, a oa unan eus ar C'haritezed (Χάριτες/c'harites e gregach), a oa teir c'hoar. Doueezed ar gened, an natur, ar strujusted e oant.

Anvioù ha kargoù an Teir Fulenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar C'haritezed a vez graet anezho e brezhoneg(Daveoù a vank), pe an Teir C'hoantenn(Daveoù a vank), an Teir Fulenn(Daveoù a vank), rak peurvuiañ e vezent teir. Setu o anvioù, eus ar yaouankañ d'ar goshañ:

Gant ar Romaned e oant anvet ar Gratiae, an "Teir Gras".

N'int ket bet teir atav. E Sparta gozh ne veze enoret nemet div anezho:

En Aten e oant div ivez:

Hesiodos eo an hini kentañ a gomz eus teir.

Merc'hed Zeus hag an Okeanidenn Eurynome (pe Eunomia) e oant, a veze kontet. Hervez doareoù all avat e oant

Ar stêr Kefisos, e-kichen Delfi, e oa o lec'h sakr.

En Ilias (XVIII, 382) eo kinniget C'haris gant Homeros evel gwreg Hefaistos, ha Pasithea evel unan eus ar C'haritezed, merc'h da Zionysos ha da Hera, (Nonnos Panopolis, Dionysiaca, XXI, 103).

Prometet eo gant Hera dimeziñ anezhi da Hypnos gant ma sikouro da lakaat Zeus da gousket.

Ur gaoz hir zo gant Pausanias en e levr Deskrivadur Hellaz (levrenn 9, chabistr 35, 1 - 7) diwar-benn ar gizioù stag ouzh ar C'haritezed, en Hellaz an douar-bras koulz hag en Inizi Ionia.

An Teir Fulenn en arz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an urzh istorel:

Liammoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.