An Teir Fulenn (Raffaello)
Neuz
Ur pennad An Teir Fulenn zo ivez.
An Teir Fulenn, Tre Grazie e anv italianek orin, zo un eoullivadur karrezek (17x17 cm) gant al livour italian Raffaello . Miret eo er Mirdi Condé, e Chantilly, e Bro-C'hall. N'eur ket peursur pegoulz e voe graet, met moarvat goude 1500, pa oa deuet Raffaello da studiañ ar vicher gant e vestr Pietro Perugino, ma lavarer hiriv war-dro 1504–1505.
Krediñ a reer e oa un hanterenn eus un divdaolenn, gant Il Sogno del cavaliere, "Hunvre ar marc'heg", a zo hiriv en National Gallery e Londrez.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pierluigi De Vecchi, Raffaello, Rizzoli, Milano 1975.
- Sylvia Ferino Pagden, M. Antonietta Zancan, Raffaello. Catalogo completo, Firenze 1989.
- Paolo Franzese, Raffaello, Mondadori Arte, Milano 2008. ISBN 978-88-370-6437-2